Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 136 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 136

1 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

2 Meulit Doue an doueoù, rak e drugarez a bad da viken!

3 Meulit Aotrou an aotrounez, rak e drugarez a bad da viken,

4 an hini hepken a ra burzhudoù bras, rak e drugarez a bad da viken!

5 An hini en deus graet an neñvoù gant skiant, rak e drugarez a bad da viken,

6 en deus astennet an douar war an doureier, rak e drugarez a bad da viken,

7 en deus graet ar goulaouennoù bras, rak e drugarez a bad da viken,

8 an heol evit ren war an deiz, rak e drugarez a bad da viken,

9 al loar hag ar stered evit ren war an noz, rak e drugarez a bad da viken!

10 An hini en deus skoet an Ejipt en he re gentañ-ganet, rak e drugarez a bad da viken,

11 hag en deus lakaet Israel da vont er-maez eus o zouez, rak e drugarez a bad da viken,

12 dre un dorn nerzhus hag ur vrec'h astennet, rak e drugarez a bad da viken!

13 An hini en deus faoutet ar Mor Ruz en daou, rak e drugarez a bad da viken,

14 en deus lakaet Israel da dremen dre e greiz, rak e drugarez a bad da viken,

15 en deus diskaret Faraon hag e arme er Mor Ruz, rak e drugarez a bad da viken!

16 An hini en deus renet e bobl er gouelec'h, rak e drugarez a bad da viken,

17 en deus skoet war rouaned bras, rak e drugarez a bad da viken,

18 en deus lazhet rouaned meur, rak e drugarez a bad da viken,

19 Sihon, roue an Amoreaned, rak e drugarez a bad da viken,

20 Og, roue Basan, rak e drugarez a bad da viken,

21 en deus roet o bro da hêrezh, rak e drugarez a bad da viken,

22 da hêrezh da Israel e servijer, rak e drugarez a bad da viken!

23 An hini en deus bet soñj ac'hanomp pa oamp izelaet, rak e drugarez a bad da viken,

24 en deus hon dieubet eus hon enebourien, rak e drugarez a bad da viken!

25 An hini a ro bevañs da bep kig, rak e drugarez a bad da viken!

26 Meulit Doue an neñvoù, rak e drugarez a bad da viken!

Lean sinn:



Sanasan