Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 135 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 135

1 Meulit an AOTROU! Meulit anv an AOTROU, meulit eñ servijerien an AOTROU!

2 C'hwi hag en em zalc'h e ti an AOTROU, war leurennoù ti hon Doue,

3 meulit an AOTROU, rak an AOTROU a zo mat! Kanit d'e anv rak trugarezus eo.

4 Rak an AOTROU en deus dibabet Jakob, hag Israel evit e zalc'h,

5 rak gouzout a ran eo bras an AOTROU hag hon Aotrou dreist an holl zoueoù.

6 An AOTROU a ra kement a fell dezhañ en neñvoù ha war an douar, er morioù hag en holl zonderioù.

7 Eñ eo a laka an aezhennoù da sevel eus penn an douar, a ra al luc'hed hag ar glav, a denn an avel eus e deñzorioù.

8 Eñ eo a skoas re gentañ-ganet an Ejipt, adalek an dud betek al loened,

9 a gasas sinoù ha burzhudoù en da greiz, Ejipt, a-enep Faraon hag a-enep e holl servijerien,

10 a skoas meur a vroad, a lakaas d'ar marv rouaned galloudus:

11 Sihon, roue an Amoreaned, Og, roue Basan, hag holl rouaned Kanaan,

12 eñ a roas o bro da hêrezh, da hêrezh da Israel e bobl.

13 AOTROU, da anv a bad da viken. AOTROU, an eñvor ac'hanout a zo a oad da oad.

14 Rak an AOTROU a raio reizhder d'e bobl, truez en devo ouzh e servijerien.

15 Idoloù ar broadoù a zo arc'hant hag aour, ul labour daouarn den.

16 Ur genoù o deus ha ne gomzont ket, daoulagad o deus ha ne welont ket,

17 divskouarn o deus ha ne glevont ket, n'eus ket kennebeut a c'hwezhadenn en o genoù.

18 Ar re o gra hag ar re holl a fiz enno a zeu heñvel outo!

19 Ti Israel, bennigit an AOTROU! Ti Aaron, bennigit an AOTROU!

20 Ti Levi, bennigit an AOTROU! C'hwi a zouj an AOTROU, bennigit an AOTROU!

21 Benniget ra vo eus Sion an AOTROU, eñ hag a zo o chom e Jeruzalem! Meulit an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan