Salm 134 1 Kanaouenn ar "Maalod". Setu, bennigit an AOTROU, c'hwi holl servijerien an AOTROU, hag en em zalc'h e ti an AOTROU e-pad an nozioù.
2 Savit ho taouarn etrezek ar santual, ha bennigit an AOTROU!
3 An AOTROU az pennigo eus Sion, eñ hag en deus graet an neñvoù hag an douar!