Salmoù 133 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 133 1 Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Setu, pegen brav, pegen dous eo evit breudeur chom unanet asambles. 2 Evel an eoul prizius eo, an hini a ziskenn war benn ha war varv Aaron, hag a zeu betek bord e zilhad. 3 Evel glizh an Hermon eo, an hini a ziskenn war menezioù Sion, rak eno eo en deus an AOTROU urzhiet ar vennozh hag ar vuhez da viken. |