Salmoù 132 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 132 1 Kanaouenn ar "Maalod". AOTROU, az pez soñj eus David hag eus e holl c'hlac'har. 2 Eñ hag a douas d'an AOTROU, hag e reas ar gouestl-mañ da C'halloudeg Jakob: 3 Ned in ket dindan teltenn va zi, ne bignin ket war ar gwele ma tiskuizhan, 4 ne roin ket morgousk da'm daoulagad, na diskuizh da'm malvennoù, 5 ken na'm bo kavet ul lec'h evit an AOTROU, ur chomlec'h evit Galloudeg Jakob! 6 Setu, klevet hon eus komz diwarnañ en Efrata, kavet hon eus anezhañ e parkeier Yaar. 7 Deomp en e chomlec'hioù, stouomp dirak skabell e dreid! 8 Sav, o AOTROU, deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh! 9 Ra vo da aberzhourien gwisket a reizhder, ha ra gano da re garet-mat gant levenez! 10 Abalamour da Zavid da servijer, na daol ket kuit dremm da Olevad! 11 An AOTROU en deus touet ar wirionez da Zavid, ha ne zislavaro ket: Lakaat a rin war da dron frouezh da gof. 12 Mar vir da vibien va emglev ha va zestenioù a zeskin dezho, o mibien ivez, da viken, a vo azezet war da dron. 13 Rak an AOTROU en deus dibabet Sion, hag he c'havet mat evit ober enni e chomlec'h. 14 Bez' eo lec'h va diskuizh, da viken. Enni e vin o chom, rak he dibabet em eus. 15 Bennigañ a rin gant fonnuster he bevañs, leuniañ a rin a vara he feorien. 16 Me a wisko a silvidigezh e aberzhourien, hag e re leal a gano gant ul levenez vras. 17 Eno eo e lakain ur c'horn da sevel da Zavid, hag e kempennin ul lamp da'm Olevad. 18 Goleiñ a rin a vezh e enebourien, ha warnañ e lugerno e dalgen. |