Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 130 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 130

1 Kanaouenn ar "Maalod". O AOTROU, da pediñ a ran eus an donderioù.

2 AOTROU, selaou va mouezh! Ra vo da zivskouarn evezhius ouzh mouezh va fedennoù!

3 AOTROU, ma taolez evezh ouzh an direizhder, Aotrou, piv a bado?

4 Met ar pardon a zo ez kichen, evit ma vi doujet.

5 Gortozet em eus an AOTROU, va ene en deus e c'hortozet, hag em eus lakaet va esperañs en e gomz.

6 Va ene a c'hortoz an AOTROU, muioc'h eget ne ra ar warded ar beure.

7 Israel, fiz en AOTROU, rak an drugarez a zo e-kichen an AOTROU, hag an dasprenadur a zo fonnus en e gichen.

8 Eñ e-unan eo a zaspreno Israel eus e holl zireizhder.

Lean sinn:



Sanasan