Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 13

1 D'ar mestr-kaner; salm David.

2 Betek pegoulz, AOTROU, ec'h ankounac'hai dalc'hmat ac'hanon? Petek pegoulz e kuzhi da zremm ouzhin?

3 Petek pegoulz e rin soñjoù em ene, hag em bo glac'har em c'halon a-hed an deiz? Betek pegoulz e savo an enebour em enep?

4 AOTROU va Doue, sell, va selaou! Ro sklêrijenn da'm daoulagad, gant aon na gouskfen a gousk ar marv,

5 gant aon na lavarfe va enebour: Trec'het em eus warnañ! Ra ne laouenaio ket an drubuilherien, ma vefen brañsellet.

6 Evidon-me, lakaet em eus va fiziañs ez madelezh, va c'halon en me laouenaio ez silvidigezh, kanañ a rin d'an AOTROU rak en devo graet vad din.

Lean sinn:



Sanasan