Salmoù 129 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 129 1 Kanaouenn ar "Maalod". Va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, ra lavaro Israel, 2 va gwasket kalz o deus adalek va yaouankiz, met n'o deus ket trec'het warnon. 3 Labourerien-douar o deus aret va c'hein, merket o deus penn da benn o irvi. 4 An AOTROU a zo reizh, troc'het en deus kerdin ar re zrouk. 5 An holl re a gasa Sion a vo mezhekaet ha kaset war-dreñv. 6 Bez' e vint evel geot an toennoù, a sec'h a-raok ma kresk. 7 Ar meder ne leugn ket e zorn gantañ, nag an endrammer e zivrec'h, 8 hag an dremenerien ne lavaront ket: Bennozh Doue ra vo warnoc'h! Ni ho pennig en anv an AOTROU! |