Salmoù 128 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 128 1 Kanaouenn ar "Maalod". Eürus an den a zouj an AOTROU, hag a gerzh en e hentoù! 2 Rak debriñ a ri eus labour da zaouarn, eürus e vi hag e vleugni. 3 Da wreg a vo e-barzh da di evel ur winienn frouezhus, ha da vibien evel gwez-olivez en-dro da'z taol. 4 Ya, evel-se e vo benniget an den a zouj an AOTROU. 5 An AOTROU az pennigo eus Sion, hag e weli mad Jeruzalem e-pad holl zeizioù da vuhez, 6 hag e weli mibien da vibien. Ra vo ar peoc'h war Israel! |