Salmoù 127 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 127 1 Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner. 2 En aner e savit da vintin, en aner e kouskit diwezhat, hag e tebrit ar bara a c'hlac'har. Reiñ a ra kement d'e garet-mat e-pad e gousk. 3 Setu, ar vibien a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU, ur gopr eo frouezh ar c'hof. 4 Evel biroù en dorn ur brezelour, evel-se eo mibien ar yaouankiz. 5 Eürus an den en deus leuniet e glaouier ganto! Ne vint ket mezhek, pa gomzint ouzh an nor gant enebourien. |