Salmoù 125 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 125 1 Kanaouenn ar "Maalod". Ar re a fiz en AOTROU a zo evel Menez Sion, na c'hell ket bezañ brañsellet, hag a bad da viken. 2 Emañ menezioù en-dro da Jeruzalem, hag emañ an AOTROU en-dro d'e bobl, a-vremañ ha da viken. 3 Rak gwalenn an drougiezh ne chomo ket war lodenn ar re reizh, gant aon na lakafe ar re reizh o daouarn en drougiezh. 4 AOTROU, gra vad d'ar re vat, d'ar re o deus ar galon eeun! 5 Met evit ar re a zibab hentoù troidellek, an AOTROU a raio dezho kerzhout gant ar vicherourien a zireizhder. Ra vo ar peoc'h war Israel! |