Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 124 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 124

1 Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Hep an AOTROU evidomp, ra lavaro Israel,

2 hep an AOTROU evidomp, pa oa an dud a-enep deomp,

3 neuze o dije hol lonket en bev, pa en em dane o fulor en hon enep.

4 Neuze an doureier o dije hol lonket, ur froud en dije tremenet war hon ene.

5 Neuze an doureier herrus o dije tremenet war hon ene.

6 Benniget ra vo an AOTROU, n'en deus ket hol lezet evel ur preizh d'o dent!

7 Hon ene en deus tec'het kuit evel ul labous eus roued al labousetaer. Torret eo bet ar roued, ha ni hon eus tec'het kuit.

8 Emañ hor sikour en anv an AOTROU, en deus graet an neñvoù hag an douar.

Lean sinn:



Sanasan