Salmoù 123 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 123 1 Kanaouenn ar "Maalod". Sevel a ran va daoulagad etrezek ennout, te hag a zo o chom en neñvoù. 2 Setu, evel ma sell daoulagad ar servijerien ouzh dorn o mestroù, ha daoulagad ar vatezh ouzh dorn he mestrez, evel-se e sell hon daoulagad war-zu an AOTROU hon Doue, betek ma en devo truez ouzhimp. 3 Az pez truez ouzhimp, AOTROU, az pez truez ouzhimp, rak hor gwalc'h a zispriz hon eus! 4 Hon ene en deus e walc'h eus goapaerezh ar re a zo er fonnusted, eus dispriz ar re lorc'hus. |