Salmoù 122 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 122 1 Kanaouenn ar "Maalod"; eus David. Laouen on pa lavarer din: Deomp da di an AOTROU! 2 Hon treid a chom a-sav ez torojoù, o Jeruzalem! 3 Jeruzalem, savet out bet evel ur gêr a zo stardet etrezo sa savadurioù. 4 Di eo e pign ar meuriadoù, meuriadoù an AOTROU, ar pezh a zo un testeni en Israel, evit meuliñ anv an AOTROU. 5 Eno eo savet an tronioù evit ar reizhder, an tronioù evit ti David. 6 Pedit evit peoc'h Jeruzalem! Ra o devo ar peoc'h ar re a gar ac'hanout! 7 Ra vo ar peoc'h etre da vogerioù, hag an diskuizh e-barzh da balezioù! 8 Abalamour da'm breudeur ha da'm mignoned, e pedin evit da beoc'h. 9 Abalamour da di an AOTROU hon Doue, e c'houlennin evidout an eurvad. |