Salmoù 121 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 121 1 Kanaouenn ar "Maalod". Sevel a ran va daoulagad etrezek ar menez, a-belec'h e teuio sikour din. 2 Va sikour a zeu digant an AOTROU, en deus graet an neñvoù hag an douar. 3 Ne lezo ket da droad da vrañsellat. An hini a ziwall ac'hanout ne gousko ket. 4 Setu, an hini a ziwall Israel ne gousko ket ha ne voredo ket. 5 An AOTROU eo an hini a ziwall ac'hanout. An AOTROU eo da skeud, emañ a-zehou dit. 6 An heol ne skoio ket ac'hanout e-pad an deiz, nag al loar e-pad an noz. 7 An AOTROU a ziwallo ac'hanout diouzh pep droug, diwall a raio da ene. 8 An AOTROU a ziwallo da zont ha da vont, a-vremañ ha da viken. |