Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 120 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 120

1 Kanaouenn ar "Maalod". Kriet em eus d'an AOTROU em estrenvan, hag en deus va selaouet.

2 AOTROU, dieub va ene eus ar muzelloù gaouiat, eus an teod touellus!

3 Petra a roio dit an teod tromplus, petra a c'hounezi gantañ?

4 Biroù lemm evel reoù ur brezelour, gant glaou-bev ar balan.

5 Gwalleürus on da chom e Meshek, da vezañ e-touez teltennoù Kedar!

6 Re bell eo chomet va ene gant an hini a gasa ar peoc'h.

7 Me a gar ar peoc'h, met kerkent ha ma komzan, emaint evit ar brezel.

Lean sinn:



Sanasan