Salmoù 119 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 119 א Alef א Alef 1 Eürus ar re a zo eeun en o hent, a gerzh hervez lezenn an AOTROU! 2 Eürus ar re vir e destenioù, a glask anezho a-greiz o c'halon, 3 na reont ket an direizhder, hag a gerzh en e hentoù! 4 Urzhiet ec'h eus da gemennadurioù, evit ma vint miret gant evezh. 5 O! Ra vo reizhet mat va hentoù, evit ma virin da reolennoù. 6 Neuze ne ruzin ket o sellout ouzh da holl c'hourc'hemennoù. 7 Da veuliñ a rin en eeunder va c'halon, pa em bo desket da varnedigezhioù reizh. 8 Fellout a ra din mirout da reolennoù. Na'm dilez ket a-grenn! 9 Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz. 10 Da glask a ran eus kreiz va c'halon, na'm lez ket da zieñchañ pell diouzh da c'hourc'hemennoù! 11 Dalc'het em eus da c'her em c'halon, evit na bec'hin ket en da enep. 12 Ra vi benniget, o AOTROU! Desk din da reolennoù. 13 Disklêriañ a ran gant va muzelloù holl varnedigezhioù da c'henoù. 14 Laouenaat a ran en hent eus da destenioù, evel ma vefe ganin holl binvidigezhioù. 15 Prederiañ a rin war da gemennadurioù, hag e sellin ouzh da wenodennoù. 16 Kavout a rin va flijadur ez reolennoù, ha n'ankounac'hain ket da gomzoù. ג Gimel ג Gimel 17 Gra ar vadelezh-se da'z servijer, ma vevin ha ma virin da gomz. 18 Digor va daoulagad, evit ma welin burzhudoù da lezenn. 19 Diavaeziad on war an douar, na guzh ket da c'hourc'hemennoù ouzhin! 20 Va ene a zo kuzumet er garantez en deus a bep amzer evit da varnedigezhioù. 21 Gourdrouz a rez ar re lorc'hus milliget, a bella eus da c'hourc'hemennoù. 22 Lam diwarnon ar vezh hag an dispriz, rak mirout a ran da destenioù. 23 Ar re c'halloudek zoken a zo azezet hag o deus komzet em enep, met da servijer a breder war da reolennoù. 24 Setu perak da destenioù a zo va flijadur ha va c'huzulierien. ד Dalet ד Dalet 25 Va ene a zo staget ouzh ar poultr. Gra din advevañ hervez da gomz! 26 Disklêriet em eus dit va hentoù hag ec'h eus respontet din. Desk din da reolennoù. 27 Ro din da anavezout hent da gemennadurioù, hag e komzin eus da vurzhudoù. 28 Va ene a ouel gant ar glac'har. Va adsav hervez da gomz! 29 Pella diouzhin hent ar gaou, ha ro din ar c'hras da virout da lezenn. 30 Dibabet em eus hent ar wirionez, lakaet em eus da varnedigezhioù dirak va daoulagad, 31 staget on ouzh da destenioù, AOTROU, na'm laka ket mezhek! 32 Redek a rin en hent da c'hourc'hemennoù, pa ez po lakaet va c'halon er frankiz. 33 AOTROU, kelenn din hent da reolennoù, hag e virin anezhañ betek an dibenn. 34 Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c'halon. 35 Va laka da gerzhout en hent da c'hourc'hemennoù, rak kavout a ran plijadur enno. 36 Stou va c'halon etrezek da destenioù, ha nann war-zu ar gounid. 37 Distro va daoulagad diouzh gwel an traoù didalvez, va laka da advevañ ez hentoù! 38 Starta da'z servijer da c'her, a zo evit ar re a zouj ac'hanout. 39 Distro diouzhin ar vezh am eus aon anezhi, rak da varnedigezhioù a zo mat. 40 Setu, e huanadan war-lerc'h da gemennadurioù. Va laka da advevañ dre da reizhder! 41 Ra zeuio da vadelezh warnon, AOTROU, ha da silvidigezh hervez da c'her, 42 hag em bo peadra da respont d'an hini am zamall, rak e fizian ez komz. 43 Na lam ket a-grenn eus va genoù ar gomz a wirionez, rak ez on en gortoz eus da varnedigezhioù, 44 hag e virin da lezenn dalc'hmat ha da viken. 45 Kerzhout a rin er frankiz, rak e klaskan da gemennadurioù. 46 Komz a rin eus da destenioù dirak ar rouaned, ha ne'm bo ket a vezh. 47 Kavout a rin va flijadur ez kourc'hemennoù a garan. 48 Sevel a rin va daouarn etrezek da c'hourc'hemennoù a garan, hag en em zalc'hin ouzh da reolennoù. ז Zayin ז Zayin 49 Az pez soñj eus ar gomz roet da'z servijer, ac'h eus va lakaet da esperout enni. 50 Houmañ eo va frealz em foan, ma ro da c'her ar vuhez din. 51 Ar re lorc'hus am golo a c'hoapaerezh, met ne bellaan ket diouzh da lezenn. 52 Soñj am eus eus da varnedigezhioù a wechall, o AOTROU, hag ez on frealzet. 53 An droug a grog ennon a-enep ar re fall a zilez da lezenn. 54 Da reolennoù eo abeg va c'hanaouennoù, en ti emaon o chom ennañ evel un diavaeziad. 55 En noz em eus soñj eus da anv, o AOTROU, hag e viran da lezenn. 56 Hemañ eo va lod, mirout da gemennadurioù. 57 Va lod, o AOTROU, e lavaret em eus, eo mirout da gomzoù. 58 Da bedet em eus a-greiz va c'halon: Az pez truez ouzhin hervez da bromesa! 59 Kontet em eus va hentoù, ha troet va c'hammedoù etrezek da destenioù. 60 Hastañ a ran, ne zalean ket, evit mirout da c'hourc'hemennoù. 61 Stignoù ar re zrouk a oa en-dro din, ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn. 62 Sevel a ran da hanternoz evit da veuliñ, abalamour da'z parnedigezhioù reizh. 63 Me a zo keneil d'an holl re a zouj ac'hanout, hag a vir da gemennadurioù. 64 AOTROU, an douar a zo leun eus da vadelezh. Desk din da reolennoù. 65 AOTROU, graet ec'h eus vad da'z servijer, hervez da gomz. 66 Desk din kaout furnez ha skiant, rak kredet em eus da c'hourc'hemennoù. 67 A-raok bezañ glac'haret, en em gollen, met bremañ e viran da c'her. 68 Te a zo mat ha madoberus, desk din da reolennoù. 69 Tud lorc'hus o deus ijinet traoù faos em enep. Me a viro da gemennadurioù e kreiz va c'halon. 70 O c'halon a zo tevaet evel al lard, me a gav va flijadur ez lezenn. 71 Mat eo din bezañ bet glac'haret, evit ma teskin da reolennoù. 72 Lezenn da c'henoù a zo priziusoc'h din eget milieroù a bezhioù aour hag arc'hant. 73 Da zaouarn o deus va graet ha va stummet. Ro din da vezañ meizek, hag e teskin da c'hourc'hemennoù. 74 Ar re a zouj ac'hanout am gwelo hag a drido a levenez, rak ez on en gortoz eus da gomz. 75 Gouzout a ran, o AOTROU, n'int da varnedigezhioù nemet reizhder, hag ec'h eus va glac'haret hervez da fealded. 76 Ra frealzo da vadelezh ac'hanon, hervez ar ger ac'h eus roet da'z servijer. 77 Ra zeuio da druez warnon hag e vevin, rak da lezenn a ra va flijadur. 78 Ra vo mezhek ar re lorc'hus a wask ac'hanon hep abeg! Prederiañ a rin war da gemennadurioù. 79 Ra zeuio da'm c'havout ar re a zouj ac'hanout, hag ar re a anavez da destenioù. 80 Ra vo va c'halon eeun ez reolennoù, evit na vin ket mezhek! 81 Va ene a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh, en gortoz eus da gomz ez on. 82 Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da c'her, hag e lavaran: Pegoulz e frealzi ac'hanon? 83 Rak evel ur sac'h-lêr ez on er moged, met n'ankounac'haan ket da reolennoù. 84 Pegeit e pado deizioù da servijer? Pegoulz e kasi da benn da varnedigezh war ar re a heskin ac'hanon? 85 Ar re lorc'hus o deus toullet fozioù evidon, ar pezh n'eo ket hervez da lezenn. 86 Da holl c'hourc'hemennoù n'int nemet gwirionez. Heskinet on hep abeg, va sikour! 87 War-bouez nebeut hag em distrujent a-ziwar an douar, met ne zilezan ket da gemennadurioù. 88 Va laka da advevañ hervez da vadelezh, ha testenioù da c'henoù a virin. ל Lamed ל Lamed 89 O AOTROU, da gomz a bad da viken en neñvoù. 90 Da wirionez a bad a oad da oad. Diazezet ec'h eus an douar, hag e chom start. 91 Pep tra a bad hiziv hervez da varnedigezhioù, rak an holl draoù a servij ac'hanout. 92 Ma ne vije ket da lezenn bet va flijadur, e vijen marvet em glac'har. 93 Biken n'ankounac'hain da gemennadurioù, rak drezo eo ec'h eus roet ar vuhez din. 94 Me a zo dit, va savete, rak klasket em eus da gemennadurioù. 95 Ar re zrouk o deus va gedet evit va lakaat da vervel, met ouzh da destenioù ez on evezhius. 96 Gwelet em eus harzoù da gement a zo peurvat, da c'hourc'hemenn a zo astennet diharz. 97 Pegement e karan da lezenn! Komz a ran diwarni a-hed an deiz. 98 Va lakaat a rez da vezañ furoc'h eget va enebourien dre da c'hourc'hemennoù, rak bepred emaint ganin. 99 Tremenet em eus e furnez e-biou d'an holl re o deus va c'helennet, rak e prederian war da destenioù. 100 Muioc'h desket on eget ar re gozh, dre ma em eus miret da gemennadurioù. 101 Distroet em eus va c'hammedoù diouzh pep hent fall, evit mirout da gomz. 102 N'on ket bet distroet diouzh da varnedigezhioù, rak te ec'h eus va desket. 103 Pegen dous eo da c'her da'm staon, dousoc'h eget ar mel da'm genoù! 104 Da gemennadurioù a ro skiant din, setu perak e kasaan pep hent gaouiat. 105 Da gomz a zo ul lamp da'm zreid, hag ur sklêrijenn war va hent. 106 Touet em eus hag e talc'hin, mirout da varnedigezhioù reizh. 107 Gwall c'hlac'haret on, AOTROU, gra din advevañ hervez da gomz! 108 AOTROU, degemer mat ar gouestloù a ginnig va genoù dit, ha desk din da varnedigezhioù! 109 Va buhez a zo dalc'hmat en arvar, koulskoude ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn. 110 Ar re zrouk o deus stegnet antelloù din, met n'on ket en em bellaet diouzh da gemennadurioù. 111 Kemeret em eus da destenioù evel un hêrezh peurbadus, rak ez int levenez va c'halon. 112 Stouet em eus va c'halon da seveniñ da reolennoù, bepred ha betek an diwezh. ס Samek ס Samek 113 Kasaat a ran ar soñjoù didalvez, met karout a ran da lezenn. 114 Va repu ha va skoed ez out, hag ez on en gortoz eus da gomz. 115 Tud drouk, pellait diouzhin, ha me a viro gourc'hemennoù va Doue. 116 Va harp hervez da c'her hag e vevin, ha na'm laka ket da vezañ mezhek em gortoz! 117 Va harp hag e vin salvet, hag e vo atav va daoulagad war da reolennoù! 118 Disteurel a rez kuit ar re a bella diouzh da reolennoù, rak o zouellerezh a zo ur gaou didalvez. 119 Kas a rez da netra evel eon holl re zrouk an douar, setu perak e karan da destenioù. 120 Va c'hig a gren gant an aon am eus razout, hag e toujan da varnedigezhioù. ע Ayin ע Ayin 121 Miret em eus ar varnedigezh hag an reizhder, na'm dilez ket da'm gwaskerien. 122 Bez diwaller da servijer evit e vad, ra ne wasko ket ar re lorc'hus ac'hanon. 123 Va daoulagad a bulluc'h war-lerc'h da silvidigezh ha ger da reizhder. 124 Gra e-keñver da servijer hervez da vadelezh, ha desk din da reolennoù. 125 Me eo da servijer, ro din da vezañ meizek, hag ec'h anavezin da destenioù. 126 Poent eo d'an AOTROU ober, dilezet o deus da lezenn. 127 Setu perak e karan da c'hourc'hemennoù, muioc'h eget an aour, muioc'h zoken eget an aour glan. 128 Setu perak e kavan reizh da holl gemennadurioù, hag e kasaan pep hent gaouiat. 129 Da destenioù a zo burzhudus, setu perak va ene en deus o miret. 130 Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d'ar re zinerzh. 131 Digoret em eus va genoù, hag em eus huanadet, rak c'hoantaet em eus da c'hourc'hemennoù. 132 Sell ouzhin ha kemer truez ouzhin, evel ma ec'h eus ar c'hiz d'ober e-keñver ar re a gar da anv. 133 Starta va c'hammedoù ez ker, ha na lez direizhder ebet da ren warnon. 134 Va dieub eus gwaskerezh an dud, evit ma virin da gemennadurioù! 135 Laka da zremm da lugerniñ war da servijer, ha desk din da reolennoù! 136 Stêrioù dour a red eus va daoulagad, dre na virer ket da lezenn. צ Tsade צ Tsade 137 Te a zo reizh, o AOTROU, hag eeun ez parnedigezhioù. 138 Urzhiet ec'h eus da destenioù gant reizhder ha gant ur wirionez bras. 139 Devet on gant va gred, dre m'o deus va enebourien ankounac'haet da gomzoù. 140 Da c'her a zo glan-meurbet, setu perak da servijer e gar. 141 Me a zo bihan ha disprizet, met n'ankounac'haan ket da gemennadurioù. 142 Da reizhder a zo reizhder da viken, ha da lezenn n'eo nemet gwirionez. 143 An estrenvan hag an enkrez o deus va zapet, met da c'hourc'hemennoù eo va flijadur. 144 Reizhder da destenioù a zo peurbadus, ro din d'o c'hompren evit ma vevin! 145 Krial a ran a-greiz va c'halon, respont din, AOTROU, hag e virin da reolennoù. 146 Krial a ran dit, va savete, hag e virin da destenioù. 147 Diaraogiñ a ran an deiz hag e krian, hag ez on en gortoz eus da gomz. 148 Va daoulagad a ziaraog ar beilhadennoù, evit prederiañ war da c'her. 149 Selaou va mouezh hervez da vadelezh. AOTROU, va laka da advevañ hervez da varnedigezh! 150 Ar re o deus c'hoantoù fall a dosta. En em zerc'hel a reont pell diouzh da lezenn. 151 Te a zo tost, o AOTROU, ha da holl c'hourc'hemennoù eo ar wirionez. 152 Abaoe pell 'zo ec'h ouzon dre da destenioù, ec'h eus o diazezet evit biken. ר Resh ר Resh 153 Sell ouzh va glac'har, ha va dieub, rak ne'm eus ket ankounac'haet da lezenn. 154 Difenn va c'haoz ha va daspren, gra din advevañ hervez da c'her! 155 Ar silvidigezh a zo pell diouzh ar re zrouk, dre na glaskont ket da reolennoù. 156 Da druez a zo divent, o AOTROU; gra din advevañ hervez da varnedigezhioù. 157 Va heskinerien ha va enebourien a zo diniver, met ne zistroan ket diwar da destenioù. 158 Gwelet em eus ar re disleal hag em eus bet heug outo. Ne viront ket da c'her. 159 Taol evezh penaos e karan da gemennadurioù, AOTROU, gra din advevañ hervez da vadelezh. 160 Diazez da gomz eo ar wirionez, ha da varnedigezhioù reizh a zo peurbadus. ש Shin ש Shin 161 Ar re vras o deus va heskinet hep abeg, met va c'halon n'he deus ket aon, nemet rak da gomzoù. 162 Laouenaat a ran gant da ger, evel an hini a gav ur preizh bras. 163 Euzh am eus ouzh ar gaou hag e kasaan anezhañ, karout a ran da lezenn. 164 Da veuliñ a ran seizh gwech an deiz, en abeg da'z parnedigezhioù reizh. 165 Ur peoc'h bras a zo evit ar re a gar da lezenn, ha netra ne c'hell o diskar. 166 AOTROU, esperout a ran ez tieubidigezh, hag e ran hervez da c'hourc'hemennoù. 167 Va ene a vir da destenioù, hag o c'haran gant ur garantez vras. 168 Mirout a ran da gemennadurioù ha da destenioù, rak va holl hentoù a zo dirazout. 169 AOTROU, ra zeuio va c'hriadenn dirazout! Ro din da vezañ meizek hervez da gomz. 170 Ra zeuio va fedenn dirazout! Va dieub hervez da c'her. 171 Va muzelloù a embanno da veuleudi, pa ez po desket din da reolennoù. 172 Va zeod ne gomzo nemet diwar-benn da c'her, rak da holl c'hourc'hemennoù a zo reizh. 173 Ra vo da zorn ur sikour din! Rak dibabet em eus da gemennadurioù. 174 AOTROU, huanadiñ a ran war-lerc'h da silvidigezh, da lezenn a zo va flijadur. 175 Ra vevo va ene evit da veuliñ, ha ra zeuio da varnedigezhioù war va sikour! 176 Dianket on evel un dañvad kollet: klask da servijer, rak ne'm eus ket ankounac'haet da c'hourc'hemennoù. |