Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 118 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 118

1 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken.

2 Ra lavaro Israel ivez e pad e drugarez da viken.

3 Ra lavaro tiegezh Aaron e pad e drugarez da viken.

4 Ra lavaro ar re a zouj an AOTROU e pad e drugarez da viken.

5 Eus kreiz an estrenvan em eus galvet an AOTROU, hag an AOTROU en deus va selaouet ha va lakaet er frankiz.

6 An AOTROU a zo evidon, ne'm bo aon rak netra. Petra a raio an den din?

7 An AOTROU a zo evidon e-touez ar re am sikour, hag e sellin hep aon ouzh ar re am c'hasa.

8 Gwelloc'h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout en den.

9 Gwelloc'h eo en em dennañ war-zu an AOTROU eget fiziout er re vras.

10 An holl vroadoù o doa va enkelc'hiet, met en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.

11 Va enkelc'hiet o doa, ya, va enkelc'hiet o doa, met en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.

12 Va enkelc'hiet o doa evel ar gwenan, mouget int bet evel un tan drein, rak en anv an AOTROU em eus o lakaet a-dammoù.

13 Va bountet ez poa start da gouezhañ, met an AOTROU en deus va sikouret.

14 An AOTROU eo va nerzh ha va c'han, bet eo va dieuber.

15 Ur vouezh eus kanoù a drec'h a sav e teltennoù ar re reizh: Tu dehou an AOTROU a zo galloudus!

16 Tu dehou an AOTROU a zo uhel bras, tu dehou an AOTROU a zo galloudus!

17 Ne varvin ket met bevañ a rin, hag e tisklêrin oberennoù an AOTROU.

18 An AOTROU en deus va c'hastizet rust, met n'en deus ket va roet d'ar marv.

19 Digorit din dorioù ar reizhder, mont a rin ennoc'h hag e veulin an AOTROU.

20 Amañ emañ dor an AOTROU, ar re reizh a yelo enni.

21 Me az meulo rak selaouet ec'h eus ac'hanon, hag out bet va dieuber.

22 Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c'horn.

23 Kement-se a zo bet graet gant an AOTROU, ur burzhud d'hon daoulagad.

24 Hemañ eo an deiz en deus graet an AOTROU, tridomp ha laouenaomp ennañ!

25 O AOTROU, ro ar silvidigezh! O AOTROU, ro ar fonnusted!

26 Benniget ra vo an hini a zeu en anv an AOTROU! Ho pennigañ a reomp eus ti an AOTROU.

27 An AOTROU eo Doue hag en deus hor sklêrijennet. Liammit gant kerdin loen an aberzh, degasit anezhañ betek kerniel an aoter.

28 Te eo va Doue, me az meulo. Va Doue, da uhelaat a rin.

29 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken.

Lean sinn:



Sanasan