Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 116 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 116

1 Karout a ran an AOTROU, rak klevet en deus va mouezh ha va erbedennoù,

2 stouet en deus e skouarn war-zu ennon. Setu perak e pedin anezhañ va buhez-pad.

3 Ereoù ar marv o doa va c'helc'hiet, enkrezioù ar bez o doa kroget ennon, kavet em boa an estrenvan hag ar glac'har,

4 met pedet em eus anv an AOTROU: O AOTROU, dieub va ene!

5 An AOTROU a zo truezus ha reizh, hon Doue a ra trugarez.

6 An AOTROU a ziwall ar re vihan, ezhommek e oan hag en deus va saveteet.

7 Distro da'z tiskuizh, va ene, rak an AOTROU en deus graet vad dit.

8 Dieubet ec'h eus va ene eus ar marv, va daoulagad eus an daeroù, va zreid eus ar gouezhadenn.

9 Kerzhout a rin dirak dremm an AOTROU war douar ar re vev.

10 Kredet em eus, setu perak em eus komzet. Bet e oan gwall c'hlac'haret.

11 Lavarout a raen em zrubuilh: Pep den a zo gaouiat.

12 Petra a rentin d'an AOTROU? E holl vadoberoù a zo warnon.

13 Kemer a rin hanaf an dieubidigezh, hag e pedin anv an AOTROU.

14 Seveniñ a rin va gouestloù d'an AOTROU dirak e holl bobl.

15 Marv re garet-mat an AOTROU a zo prizius dirak e zaoulagad.

16 Da bediñ a ran, o AOTROU, rak me a zo da servijer, da servijer mab da vatezh. Dieret ec'h eus va ereoù.

17 Kinnig a rin dit an aberzh a drugarekadennoù, hag e pedin anv an AOTROU.

18 Seveniñ a rin va gouestloù d'an AOTROU dirak e holl bobl,

19 e leurioù ti an AOTROU, en da greiz, Jeruzalem. Meulit an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan