Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 115 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 115

1 N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.

2 Perak e lavarfe ar broadoù: Pelec'h eta emañ o Doue?

3 Hon Doue, en neñvoù emañ, hag e ra kement a blij gantañ.

4 O idoloù a zo arc'hant hag aour, ul labour daouarn den.

5 Ur genoù o deus ha ne gomzont ket, daoulagad o deus ha ne welont ket,

6 divskouarn o deus ha ne glevont ket, ur fri o deus ha ne c'hweshaont ket,

7 daouarn ha ne stokont ket, treid ha ne gerzhont ket, ne reont trouz ebet gant o c'horzailhenn.

8 Dont a raio da vezañ heñvel outo ar re o gra, hag ar re a laka o fiziañs enno.

9 Israel, fiz en AOTROU! Eñ eo o sikour hag o skoed.

10 Ti Aaron, fiziit en AOTROU! Eñ eo o sikour hag o skoed.

11 C'hwi a zouj an AOTROU, fiziit en AOTROU! Eñ eo o sikour hag o skoed.

12 An AOTROU en deus bet soñj ac'hanomp, bennigañ a raio, bennigañ a raio ti Israel, bennigañ a raio ti Aaron.

13 Bennigañ a raio ar re a zouj an AOTROU, ar re vihan evel ar re vras.

14 An AOTROU a roio deoc'h madoù, deoc'h ha d'ho pugale.

15 Benniget oc'h gant an AOTROU, a reas an neñvoù hag an douar.

16 Diwar-benn an neñvoù, an neñvoù a zo d'an AOTROU, met roet en deus an douar da vibien an dud.

17 Ar re varv ne veulint ket an AOTROU, nag an holl re a ziskenn e lec'hioù ar sioulder.

18 Met ni a vennigo an AOTROU, a-vremañ ha da viken. Meulit an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan