Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 114 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 114

1 Pa'z eas Israel er-maez eus an Ejipt, ha tiegezh Jakob eus a-douez ur bobl kriz,

2 Juda a voe e santual, hag Israel a zeuas da vezañ e zomani.

3 Ar mor en gwelas hag a dec'has, ar Jordan a zistroas a-dreñv,

4 ar menezioù a lammas evel tourzed, hag ar c'hrec'hiennoù evel oaned.

5 Petra az poa, o mor, evit tec'hout? Ha te, Jordan, evit distreiñ a-dreñv?

6 Ha c'hwi, menezioù, evit lammat evel tourzed? Ha c'hwi, krec'hiennoù, evel oaned?

7 Dour, kren dirak dremm an Aotrou, dirak dremm Doue Jakob,

8 a dro ar roc'h en ur stank, ar maen kalet e mammennoù doureier.

Lean sinn:



Sanasan