Salmoù 113 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 113 1 Meulit an AOTROU! Meulit, c'hwi servijerien an AOTROU, meulit anv an AOTROU! 2 Ra vo benniget anv an AOTROU, a-vremañ ha da viken! 3 Adalek ar sav-heol betek ar c'huzh-heol, ra vo meulet anv an AOTROU! 4 An AOTROU a zo savet dreist an holl vroadoù, e c'hloar a zo dreist an neñvoù. 5 Piv a zo heñvel ouzh an AOTROU hon Doue, o chom el lec'hioù uhel-meurbet, 6 sellout a ra d'an traoñ ouzh an neñv hag ouzh an douar, 7 hag e tenn an hini bihan eus ar poultr hag e sav ar paour diwar an teil, 8 evit e lakaat da azezañ gant ar re vras, gant re vras e bobl. 9 Reiñ a ra un ti d'ar wreg gaonac'h, hag e ra anezhi ur vamm laouen da veur a vugel. Meulit an AOTROU! |