Salmoù 112 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 112 1 Meulit an AOTROU! Eürus an den a zouj an AOTROU, hag a gav e blijadur en e c'hourc'hemennoù! 2 E lignez a vo galloudus war an douar, gouenn an dud eeun a vo benniget. 3 Ar fonnusted hag ar binvidigezh a vo en e di, hag e reizhder a bad da viken. 4 Ar sklêrijenn a sav en deñvalijenn evit an den eeun; truezus eo, trugarezus ha reizh. 5 Eürus an den a zo truezus hag a brest, seven a ra e oberoù hervez ar reizhder! 6 Ne vo biken brañsellet, eñvor an den reizh a vo peurbadus. 7 N'en deus ket aon rak ar c'heloù fall, e galon a zo start, o fiziout en AOTROU. 8 E galon, harpet mat, n'he devo ket aon, betek ma en devo diskuizhet e sell war e enebourien. 9 Skuilhet en deus, roet en deus d'ar beorien, e reizhder a bad da viken hag e benn a sav gant gloar. 10 An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get. |