Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 111 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 111

1 Meulit an AOTROU! Me a veulo an AOTROU eus kreiz va c'halon, e kuzul an dud reizh hag er vodadeg

2 Oberennoù an AOTROU a zo bras, enklasket int gant an holl re a gav plijadur enno.

3 E oberenn n'eo nemet splannder ha meurded, hag e reizhder a bad da viken.

4 Lezet en deus an eñvor eus e vurzhudoù, an AOTROU a zo trugarezus ha truezus.

5 Reiñ a ra da vevañ d'an holl re a zouj anezhañ, soñj en deus atav eus e emglev.

6 Roet en deus da anavezout d'e bobl galloud e oberennoù, en ur reiñ dezho hêrezh ar broadoù.

7 Oberennoù e zaouarn n'int nemet reizhder ha gwirionez, hag e holl c'hourc'hemennoù a zo gwirion.

8 Startaet int atav ha da viken, graet int gant gwirionez hag eeunder.

9 Kaset en deus an dasprenadur d'e bobl, diazezet en deus e emglev da viken. E anv a zo santel ha spontus.

10 Penn-kentañ ar furnez eo doujañs an AOTROU. An holl re a heuilh e c'hourc'hemennoù a zo fur e gwirionez. E veuleudi a bad da viken.

Lean sinn:



Sanasan