Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 11

1 D'ar mestr-kaner; salm David. En em dennet on da gavout an AOTROU. Penaos eta e lavarit da'm ene: Tec'h d'ho menez evel ul labous?

2 Rak setu, ar re zrouk a stegn ar wareg, kempennet o deus ar bir war ar gordenn, evit tennañ en deñvalijenn war ar re o deus ar galon eeun.

3 P'eo diskaret an diazezoù, petra a raio an hini reizh?

4 An AOTROU a zo e templ e santelezh. An AOTROU en deus e dron en neñvoù, e zaoulagad a sell, e valvennoù a furch mibien an dud.

5 An AOTROU a furch an hini reizh, met e ene a gasa an hini drouk hag an hini a gar an taerder.

6 Lakaat a ra rouedoù da gouezhañ war ar re zrouk, tan ha soufr hag an avel leskidik a vo o lod.

7 Rak an AOTROU reizh a gar ar reizhder; an dud eeun a sello ouzh e zremm.

Lean sinn:



Sanasan