Salmoù 109 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 109 1 D'ar mestr-kaner; salm David. 2 O Doue va meuleudi, na dav ket! Rak genoù an den drouk ha genoù an den fall a zo digoret a-enep din. Komz a reont din gant un teod gaouiat. 3 Va c'helc'hiañ a reont gant komzoù a gasoni, hag e reont din ar brezel hep abeg. 4 Tra ma karan, en em reont va enebourien, ha me ne ran nemet pediñ. 5 Rentet o deus din an droug evit ar mad, hag ar gasoni evit ar garantez. 6 Laka warnañ un den drouk, ha ma en em zalc'ho un heskiner en e du dehou! 7 Pa vo barnet, ma vo disklêriet kablus, ha ma vo kontet dezhañ e bedenn evel pec'hed! 8 Ra vo berraet dezhañ niver e zeizioù, ra gemero unan all e garg! 9 Ra vo e vibien minored, hag e wreg intañvez! 10 Ra vo e vibien kantreerien ha paour, ra vo ret dezho mont da glask bara pell eus o mogerioù! 11 Ra daolo ar c'hredour ar roued war ar pezh en deus, ra breizho diavaezidi e labour! 12 Ra ne vo den da virout outañ e vadelezh, ra n'en devo den truez ouzh e vinored! 13 Ra vo e lignez lamet kuit, ra steuzio e anv gant ar rummad da zont! 14 Ra zeuio da soñj d'an AOTROU direizhder e dadoù, ra ne vo ket kaset kuit pec'hed e vamm, 15 ra vint atav dirak an AOTROU, ra vo o eñvor lamet kuit eus an douar, 16 rak n'en deus ket bet soñj d'ober gant madelezh, rak en deus heskinet an hini glac'haret ha paour hag an den a galon rannet, evit e lakaat da vervel! 17 Karet en deus ar vallozh, dont a raio warnañ. N'en deus ket kavet plijadur er vennozh, pellaat a raio dioutañ. 18 Goloet e vo a vallozh evel gant ur vantell, mont a raio en e gorf evel dour hag en e eskern evel eoul, 19 bez' e vo evel ur gwiskamant ouzh e bakañ, evel ur gouriz atav ouzh e c'hourizañ. 20 Evel-se e vo, eus perzh an AOTROU, gopr va heskinerien, hag ar re a lavar droug a-enep din. 21 Met te, AOTROU va Doue, gra em c'heñver abalamour da'z anv, hervez braster da vadelezh, va dieub, 22 rak me 'zo glac'haret ha paour, ha va c'halon a zo rannet em diabarzh. 23 Mont a ran evel ar skeud pa gouezh, kaset on kuit evel ar c'hilheien-raden. 24 Va daoulin a vrañsell gant ar yun, va c'hig en deus kollet e lard. 25 Me a zo evito un abeg a zismegañs; o welout ac'hanon, e hejont o fenn. 26 Bez va sikour, AOTROU va Doue! Va savete hervez da vadelezh, 27 evit ma ouezint ez eo da zorn, ez eo te, AOTROU, en deus graet kement-se. 28 Milligañ a raint, te a vennigo. Sevel a reont, met int a ruzio ha da servijer a laouenaio. 29 Ra vo va enebourien gwisket a zismegañs, ha goloet gant o mezh evel gant ur vantell! 30 Va genoù a veulo uhel an AOTROU, e uhelaat a rin e-kreiz ar vodadeg, 31 rak en em zerc'hel a ra en tu dehou d'an ezhommeg, evit e saveteiñ eus ar re a gondaon e ene. |