Salmoù 108 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 108 1 Kanaouenn; salm David. 2 Va c'halon a zo prest, o Doue! Me a gano, me a veulo, va gloar eo. 3 Dihunit, va lud ha va zelenn! Me a ziaraogin ar gouloù-deiz. 4 Da veuliñ a rin e-touez ar pobloù, o AOTROU, da ganañ e-touez ar broadoù, 5 rak da vadelezh a sav dreist an neñvoù, ha da wirionez betek ar c'hoabr. 6 O Doue! Sav war an neñvoù. Ra vo da c'hloar war an douar holl, 7 abalamour da'z re garet-mat da vezañ dieubet. Va savete gant da du dehou ha va selaou! 8 Doue en deus komzet en e santual, me a laouenaio. Lodennañ a rin Sichem, muzuliañ a rin traonienn Sukkod, 9 Galaad a zo din, din eo Manase, Efraim eo moger va fenn, Juda eo va lezenner, 10 Moab eo ar gibell en em walc'han enni, teurel a ran va botez war Edom, leuskel a ran kriadennoù a levenez war vro ar Filistined! 11 Piv am blenio etrezek ar gêr greñv? Piv am c'haso betek Edom? 12 Ha n'eo ket te, o Doue, hag ac'h eus hon taolet kuit, te ha ned ae ken er-maez, o Doue, gant hon armeoù? 13 Ro deomp sikour evit tec'hout diouzh an estrenvan, rak skoazell an den n'eo nemet moged. 14 E Doue e vrezelimp gant nerzh, hag eñ eo a vac'ho hon enebourien. |