Salmoù 107 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 107 1 Meulit an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! 2 Ra lavaro evel-se dasprenidi an AOTROU, ar re en deus dasprenet eus dorn ar gwasker, 3 hag en deus dastumet eus broioù ar sav-heol hag ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz. 4 Kantren a raent er gouelec'h, en un hent digenvez, ha ne gavent ket ur gêr da chom enni. 5 Naon ha sec'hed o doa, o ene a semple enno. 6 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o estrenvan, hag o dieubet en deus eus o enkrezioù. 7 O renet en deus dre an hent eeun, da gavout ur gêr da chom enni. 8 Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud! 9 Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa sec'hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon. 10 Ar re a oa o chom en deñvalijenn hag e skeud ar marv, a oa dalc'het en glac'har hag en hern, 11 dre ma oant bet disent ouzh gerioù Doue, hag o deus disprizet kuzul an Uhel-Meurbet. 12 Izelaat a reas o c'halon dre ar boan, hag e kouezhjont pell eus pep sikour. 13 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o glac'har, hag eñ en deus o dieubet eus o enkrezioù. 14 Tennet en deus anezho eus an deñvalijenn hag eus skeud ar marv, torret en deus o ereoù. 15 Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud! 16 Rak bruzunet en deus an dorojoù arem, ha torret ar barrennoù houarn. 17 Ar re ziskiant a oa glac'haret, en abeg da hent o disentidigezh hag o direizhder; 18 o ene en doa euzh ouzh pep boued, stekiñ a raent ouzh dorioù ar marv. 19 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o estrenvan, hag eñ en deus o dieubet eus o enkrez. 20 Kaset en deus e gomz, o yac'haet en deus, hag o zennet en deus eus ar bezioù. 21 Ra veulint an AOTROU evit e vadelezh, evit e vurzhudoù e-keñver mibien an dud! 22 Ra ginnigint aberzhoù a drugarekadennoù, ha ma tisklêrint e oberennoù o kanañ gant levenez. 23 Ar re a ziskenn war ar mor el listri, hag a genwerzh war an doureier bras, 24 ar re-se o deus gwelet oberennoù an AOTROU hag e vurzhudoù el lec'hioù don. 25 Komz a reas hag e lakaas ur barr-avel da c'hwezhañ, a savas koummoù ar mor. 26 Pignat a reont war-zu an neñv, diskenn a reont en donder, o ene a deuz gant an enkrez. 27 Evel un den mezv e troidellont hag e vrañsellont, o holl furnez a vank dezho. 28 Neuze o deus kriet d'an AOTROU en o estrenvan, hag eñ en deus o zennet eus o enkrez. 29 Herzel a ra ar barrad gwallamzer, e dro e sioulder, hag an doureier a dav. 30 Laouenaat a reont dre ma'z int sioulaet. Hag e ren anezho d'ar porzh a c'hoantaent. 31 Ra veulint madelezh an AOTROU, hag e vurzhudoù e-keñver mibien an dud! 32 Ra uhelaint anezhañ e bodadeg ar bobl, ra veulint anezhañ e kuzul an henaourien! 33 Treiñ a ra ar stêrioù er gouelec'h, ar mammennoù dour en un douar sec'h, 34 ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien. 35 Treiñ a ra ar gouelec'h e stank, hag an douar sec'h e mammennoù dour, 36 da lakaat ar re naonek da chom eno. Sevel a reont ur gêr da chom enni, 37 hadañ a reont parkeier ha platañ gwini, a ro frouezh pep bloaz. 38 Bennigañ a ra anezho hag e kreskont kalz, ne lez ket o loened da nebeutaat. 39 Neuze e tigreskont hag ez int izelaet dre ar gwaskerezh, ar gwalleur hag ar boan. 40 Skuilhañ a ra an dispriz war ar re vras, hag e laka anezho da gerzhout en ur gouelec'h hep hent. 41 Sevel a ra ar paour eus ar glac'har, hag e laka da greskiñ an tiegezhioù evel tropelloù. 42 An dud reizh a wel kement-se hag a laouena, met genoù ar re zireizh a chom serret. 43 Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU. |