Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 106 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 106

1 Meulit an AOTROU! Kinnigit trugarekadennoù d'an AOTROU rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!

2 Piv a c'hello disklêriañ oberoù bras an AOTROU, ha reiñ da anavezout e holl veuleudioù?

3 Eürus ar re a vir ar pezh a zo reizh, a ra e pep amzer ar pezh a zo eeun!

4 AOTROU, az pez soñj ac'hanon ez madelezh e-keñver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,

5 evit ma welin eurvad da re zibabet, ma laouenain e levenez da bobl, ha ma kavin gloar gant da hêrezh.

6 Pec'het hon eus, ni hag hon tadoù. Oberiet hon eus gant fallentez, an droug hon eus graet.

7 Hon tadoù en Ejipt ne voent ket evezhius ouzh da vurzhudoù, n'o doe ket soñj eus da vadelezhioù diniver, met disent e voent e-tal ar mor, war-zu ar Mor Ruz.

8 Hogen e saveteas anezho dre garantez evit e anv, evit reiñ da anavezout e c'halloud.

9 Gourdrouz a reas ar Mor Ruz hag e sec'has, hag e renas anezho dre an donder evel dre ar gouelec'h.

10 O saveteiñ a reas eus daouarn an heskiner, hag o dieubas eus daouarn an enebour.

11 An doureier a c'holoas o heskinerien, ha ne chomas hini anezho.

12 Neuze e kredjont en e gomzoù, hag e kanjont e veuleudi.

13 Prest ec'h ankounac'hajont e oberennoù, n'esperjont ket en e venozioù.

14 En em reiñ a rejont d'an droukc'hoant er gouelec'h, hag e temptjont Doue el lec'h digenvez.

15 Neuze e roas dezho ar pezh o doa goulennet, met kas a reas warno an dizeriañ.

16 Gwarizi o doe ouzh Moizez er c'hamp, hag ouzh Aaron, sant an AOTROU.

17 An douar a zigoras, hag a lonkas Datan, hag a c'holoas bagad Abiram.

18 An tan a grogas en o bodadeg, ar flamm a guzumas ar re zrouk.

19 Ul leue a rejont en Horeb, hag e stoujont dirak ur skeudenn deuzet,

20 trokañ a rejont o gloar ouzh dremm un ejen a zebr ar geot.

21 Ankounac'haat a rejont Doue o dieuber, en doa graet traoù bras en Ejipt,

22 traoù burzhudus e bro Cham, ha traoù spontus war ar Mor Ruz.

23 Hag e komze eus distrujañ anezho, ma ne vije ket en em lakaet Moizez e zibabet ouzh ar freuz dirazañ, evit distreiñ e fulor, evit n'o dispennje ket.

24 Disprizout a rejont an douar a zudi, ne gredjont ket d'e gomz,

25 grozmolat a rejont en o deltennoù, ne selaoujont ket mouezh an AOTROU.

26 Neuze e touas dezho o lazhañ er gouelec'h,

27 lakaat o lignez da gouezhañ etre ar broadoù, o stlabezañ en holl vroioù.

28 En em stagañ a rejont ouzh Baal-Peor, hag e tebrjont aberzhoù ar re varv.

29 Kounnariñ a rejont Doue dre o oberennoù, kement ma savas ur walenn en o zouez.

30 Met Fineas en em ziskouezas hag a reas reizhder, hag ar walenn a baouezas.

31 Kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder, a oad da oad, da viken.

32 Kounnariñ a rejont anezhañ ivez tost da zoureier Meriba, hag ec'h erruas droug gant Moizez en abeg dezho.

33 Rak e stourmjont ouzh e spered, hag e komzas skañvik eus e vuzelloù.

34 Ne voe ket distrujet ganto ar pobloù, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dezho.

35 En em veskañ a rejont gant ar broadoù, hag e teskjont o oberennoù,

36 servijañ a rejont o idoloù, ar pezh a voe ur pech evito,

37 hag ec'h aberzhjont o mibien hag o merc'hed d'an diaouled.

38 Skuilhañ a rejont ar gwad didamall, gwad o mibien hag o merc'hed a aberzhjont da idoloù Kanaan; hag ar vro a voe disakret gant ar muntroù-se.

39 Hag en em saotrjont dre o oberoù, hag en em rojont d'ar gasterezh dre o doare.

40 Kounnar an AOTROU en em danas a-enep e bobl, euzh en doe ouzh e hêrezh.

41 O lakaat a reas etre daouarn ar broadoù, ar re o c'hasae a renas warno,

42 o enebourien o gwaskas, hag e voent dismegañset didan o dorn.

43 Meur a wech e tieubas anezho, met en em ziskouez a rejont disent en o c'hoantoù, hag en em golljont dre o direizhder.

44 Koulskoude e sellas outo en o estrenvan, pa glevas o c'hriadennoù.

45 Soñj en deus bet en o c'heñver eus e emglev, hag en deus bet keuz hervez braster e drugarez.

46 Lakaet en deus anezho da gavout truez e-kichen an holl re o dalc'he er sklavelezh.

47 Hor savete, AOTROU hon Doue, hag hon dastum a-douez ar broadoù, evit ma veulimp da anv santel, ha ma kavimp gloar en da veuleudioù.

48 Benniget ra vo an AOTROU, Doue Israel, a gantved da gantved, ha ma lavaro an holl bobl: Amen! Meulit an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan