Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 105 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 105

1 Meulit an AOTROU, pedit e anv, roit da anavezout e-touez ar pobloù e oberoù bras!

2 Kanit dezhañ, salmit dezhañ, komzit eus e holl vurzhudoù!

3 Lakait ho kloar en e anv santel! Ra laouenaio kalon ar re a glask an AOTROU!

4 Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc'hmat e zremm!

5 Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e virakloù hag eus barnedigezhioù e c'henoù,

6 c'hwi, lignez Abraham e servijer, mibien Jakob e zibabet!

7 Eñ eo an AOTROU hon Doue, e varnedigezhioù a zo war an douar holl.

8 Soñj en deus da viken eus e emglev, eus e bromesa a reas evit mil rummad,

9 eus an emglev a reas gant Abraham, eus al le a reas da Izaak,

10 hag a startaas e Jakob evit bezañ ur reol, evit bezañ da Israel un emglev peurbadus,

11 o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hêrezh eo.

12 Pa ne oant nemet un dornad tud, nebeut anezho ha diavaezidi er vro,

13 o vont a vroad da vroad hag a rouantelezh d'ur rouantelezh all,

14 ne lezas den d'o gwaskañ, ha e kastizas rouaned abalamour dezho,

15 o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da'm frofeded!

16 Galvet en deus ar gernez war an douar, ha torret holl sikour bara.

17 Kas a reas en o raok un den: Jozef a voe gwerzhet evel sklav.

18 Stardet e voe e dreid e chadennoù, lakaet e voe an hern ouzh e vuhez,

19 betek an amzer ma en em gavas ar pezh en doa lavaret, ha ma en roas da anavezout ger an AOTROU.

20 Ar roue a gasas d'e zieubiñ, mestronier ar pobloù en divac'has.

21 E lakaat a reas da aotrou en e di, ha da c'houarnour eus e holl vadoù,

22 evit chadennañ diouzh e ziviz e briñsed, ha kelenn ar furnez d'e henaourien.

23 Neuze Israel a zeuas d'an Ejipt, Jakob a zeuas da chom e bro Cham.

24 Doue a lakaas e bobl da greskiñ kalz-meurbet, da vezañ galloudusoc'h eget o enebourien.

25 Goude e cheñchas o c'halon, kement ken e kasajont e bobl, hag e rejont gaou bras d'e servijerien.

26 Kas a reas Moizez e servijer, hag Aaron en doa dibabet.

27 Ober a rejont burzhudoù en o c'hreiz, ha mirakloù e bro Cham.

28 Kas a reas an deñvalijenn hag e reas an dic'houloù, ha ne voent ket disent ouzh e gomz.

29 Treiñ a reas o doureier e gwad, hag e reas mervel o fesked.

30 An douar a vervas a raned, betek e kambroù o rouaned.

31 Komz a reas hag e teuas kelien, ha laou en o holl vro.

32 E-lec'h glav e roas dezho grizilh, ha flammoù-tan war o bro.

33 Skeiñ a reas gant o gwiniegoù hag o gwez-fiez, hag e torras gwez o douar.

34 Komz a reas hag e teuas kilheien-raden, amprevaned debrus diniver,

35 a lonkas holl c'heot o bro, hag a lonkas frouezh o farkeier.

36 Skeiñ a reas gant an holl re gentañ-ganet en o bro, holl frouezh kentañ o nerzh.

37 Neuze e lakaas anezho da vont er-maez gant arc'hant hag aour, hag en o meuriadoù ne oa den o vrañsellat.

38 An Ejipt a laouenaas pa'z ejont kuit, rak an aon dirak Israel a oa kroget enno.

39 Astenn a reas ar goabrenn d'o goleiñ, hag an tan d'o sklêrijennañ en noz.

40 Pa c'houlennjont e kasas koailhed dezho, hag o gwalc'h a roas dezho eus bara an neñv.

41 Digeriñ a reas ar roc'h hag an doureier a redas, mont a rejont dre al lec'hioù sec'h evel ur stêr.

42 Rak soñj en doe eus e gomz santel, hag eus Abraham e servijer.

43 Hag e lakaas e bobl da vont er-maez gant laouenidigezh, e re zibabet gant kanaouennoù a levenez.

44 Reiñ a reas dezho douaroù ar broadoù, hag e perc'hennjont labour ar pobloù,

45 evit ma virjent e reolennoù, ha ma heuilhjent e lezennoù. Meulit an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan