Salmoù 104 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 104 1 Va ene, bennig an AOTROU! AOTROU va Doue, bras-meurbet out, gwisket a splannder hag a veurded. 2 En em baket er sklêrijenn evel un dilhad, ec'h astenn an neñvoù evel un deltenn, 3 sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel, 4 ober a ra eus e aeled speredoù, eus e servijerien ur flamm-tan. 5 Lakaet en deus an douar war e ziazezoù, divrall eo da viken. 6 E c'holoet ez poa gant an donder evel gant ur gwiskamant, an doureier en em zalc'he war ar menezioù. 7 Da'z kourdrouz, en em dennjont, ouzh trouz da gurun, e tec'hjont. 8 Ar menezioù a savas, an traoniennoù a izelaas, el lec'h ma ez poa merket dezho. 9 Un harz ec'h eus lakaet d'an doureier ha ne dremenint ket pelloc'h, ne zistroint ket da c'holeiñ an douar. 10 Kas a ra mammennoù en traoniennoù, hag e redont etre ar menezioù. 11 Holl loened ar parkeier a ev diouto, an ezen gouez a dorr o sec'hed enno. 12 Laboused an neñv a zo o chom war o ribloù, o kanañ en o delioù. 13 Eus e chomlec'h uhel, e toura ar menezioù. An douar a zo leuniet gant frouezh da oberoù. 14 Lakaat a ra ar foenn da ziwanañ evit al loened, hag ar geot evit servij an den, o lakaat ar bevañs da zont eus an douar, 15 hag ar gwin a laouena kalon an den hag a laka e zremm da lugerniñ muioc'h eget an eoul, hag ar bara a ro nerzh da galon an den. 16 Gwez an AOTROU o deus o gwalc'h, hag ivez sedrez al Liban en deus plantet. 17 Eno eo e ra al laboused o neizhioù, ar siprez eo chomlec'h ar c'hwibon. 18 Ar menezioù uhel a zo evit ar c'hragvouc'hed, ar reier a zo ur repu evit ar c'honikled. 19 Graet en deus al loar evit merkañ an amzerioù, an heol a anavez eur e guzh. 20 Degas a rez an deñvalijenn, hag e teu an noz, ma pourmen enni holl loened ar c'hoadoù. 21 Al leoned yaouank a yud war-lerc'h ar preizh, hag a c'houlenn digant Doue o boued. 22 An heol a sav, en em denn a reont, hag e c'hourvezont en o zoulloù. 23 An den a ya d'e labour, ha d'e drevell betek an abardaez. 24 O AOTROU, pegen niverus eo da oberoù! An holl ac'h eus graet gant furnez. An douar a zo leun eus da binvidigezhioù. 25 Hag ar mor bras ha ledan! Eno ez eus loened hep niver, bras ha bihan. 26 Eno e pourmen al listri, hag al Leviatan-se ac'h eus graet evit c'hoari ennañ. 27 An holl a zo en gortoz ac'hanout, evit ma roi dezho o boued e koulz. 28 Hag e roez dezho hag en dastumont; digeriñ a rez da zaouarn hag o deus o gwalc'h a vadoù. 29 Ha kuzhat a rez da zremm? Int a zo kollet. Ha tennañ a rez da alan diouto? Neuze e varvont hag e tistroont en o foultr. 30 Ha kas a rez da Spered? Krouet int hag e nevesaez dremm an douar. 31 Ra bado gloar an AOTROU da viken! Ra laouenaio an AOTROU en e oberennoù! 32 Sellout a ra ouzh an douar hag e kren, stekiñ a ra ouzh ar menezioù hag e tivogedont. 33 Kanañ a rin d'an AOTROU e-keit ha ma vevin, meuliñ a rin va Doue e-keit ha ma padin. 34 Ra vo plijus dezhañ va fedenn! Laouenaat a rin en AOTROU. 35 Ra vo lamet ar bec'herien a-ziwar an douar, ha ra ne vo ken an dud fall! Va ene, bennig an AOTROU! Meulit an AOTROU! |