Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 103 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 103

1 Salm David. Va ene, bennig an AOTROU, ha ra vennigo kement a zo ennon e anv santel!

2 Va ene, bennig an AOTROU, ha n'ankounac'ha hini eus e vadoberoù!

3 Eñ eo a bardon dit da holl zireizhder, a bare da holl gleñvedoù,

4 a denn da vuhez eus ar poull, a gurun ac'hanout a vadelezh hag a druez,

5 a leugn da c'henoù a vadoù, ma'z eo da yaouankiz adnevezet evel hini un erer.

6 An AOTROU a ro o gwir hag o reizh d'an holl re a zo gwasket.

7 Roet en deus da anavezout e hentoù da Voizez, hag e vurzhudoù da vibien Israel.

8 An AOTROU a zo truezus ha trugarezus, gorrek da gounnariñ, fonnus e madelezh.

9 Ne c'hourdrouz ket da viken, ne zalc'h ket e gounnar bepred,

10 ne ra ket deomp hervez hor pec'hedoù, ne rent ket deomp hervez hon direizhder.

11 Rak kement emañ an neñvoù savet dreist an douar, kement eo e vadelezh bras e-keñver ar re a zouj anezhañ.

12 Pellaet en deus diouzhimp hon direizhder, kement ha ma emañ ar sav-heol pell diouzh ar c'huzh-heol.

13 Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,

14 rak gouzout a ra eus petra ez omp graet, soñj en deus n'omp nemet poultrenn.

15 Deizioù an den a zo evel ar geot. Bleuniañ a ra evel bleuñv ar parkeier,

16 an avel o vezañ tremenet warnañ, n'emañ ken, ha n'eo ken anavezet gant al lec'h m'edo.

17 Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,

18 evit a re a vir e emglev, hag o devez soñj eus e c'hourc'hemennoù evit sentiñ outo.

19 An AOTROU en deus lakaet e dron en neñvoù, e ren en deus ar galloud war bep tra.

20 Bennigit an AOTROU, c'hwi e aeled, c'hwi hag a zo galloudek e nerzh hag a seven e c'hourc'hemennoù o sentiñ ouzh mouezh e gomz!

21 Bennigit an AOTROU, c'hwi e holl armeoù, c'hwi hag a zo e servijerien hag a ra e volontez!

22 Bennigit an AOTROU, c'hwi e holl oberennoù, e pep lec'h e aotrouniezh! Va ene, bennig an AOTROU!

Lean sinn:



Sanasan