Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 102 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 102

1 Pedenn an den glac'haret, pa'z eo diskaret ha ma skuilh e glemm dirak an AOTROU.

2 AOTROU, selaou va fedenn, ha ma'z aio va c'hriadenn betek ennout!

3 Na guzh ket da zremm ouzhin, en deiz va estrenvan, stou da skouarn war-zu ennon, en deiz ma c'halvin ac'hanout, hast buan, respont din!

4 Rak va deizioù a ya evel ar moged, ha va eskern a zo devet evel un oaled.

5 Va c'halon a zo bet skoet hag he deus disec'het evel ar geot, kement ma em eus ankounac'haet debriñ va bara.

6 Dre forzh krial en ur glemm, va eskern a zo staget ouzh va c'hig.

7 Heñvel on ouzh pilikant ar gouelec'h, hag ez on evel kaouenn ar mogerioù.

8 Beilhañ a ran, hag on heñvel ouzh ur golvan e-unan-penn war un doenn.

9 Bemdez ez on tamallet gant va enebourien, ha va heskinerien gounnaret a dou dre va anv.

10 Rak debret em eus al ludu evel bara, ha mesket em eus va evaj gant daeroù,

11 en abeg da'z kounnar ha da'z fulor. Rak va c'hemeret ha taolet pell ec'h eus.

12 Va deizioù a zo evel ar skeudenn en he diskar, ha sec'h e teuan evel ar geot.

13 Met te, AOTROU, te a ren da viken, ha da vemor a bad a oad da oad.

14 Sevel a ri, truez az po ouzh Sion, rak poent eo kaout truez outi, an amzer a zo deuet.

15 Rak da servijerien a gar he mein, hag o deus truez ouzh he foultrenn.

16 Neuze ar pobloù a zoujo anv an AOTROU, hag holl rouaned an douar da c'hloar,

17 pa en devo an AOTROU adsavet Sion, pa vo en em ziskouezet en e c'hloar,

18 pa en devo selaouet goulenn ar re c'hlac'haret, pa n'en devo ket disprizet o goulenn.

19 Kement-se a vo skrivet evit ar rummad da zont, hag ar bobl a vo krouet a veulo an AOTROU,

20 rak en devo sellet eus lec'h uhel e santelezh, hag en devo eus an neñvoù taolet e zaoulagad war an douar,

21 evit klevout garmoù ar sklaved, evit dieubiñ ar re a zo gouestlet d'ar marv,

22 evit ma vo lidet anv an AOTROU e Sion, hag e veuleudi e Jeruzalem,

23 pa vo dastumet ar pobloù hag an holl rouantelezhioù, evit servijañ an AOTROU.

24 Diskaret en deus va nerzh en hent, berraet en deus va deizioù.

25 Lavaret em eus: Va Doue, na'm dilam ket e-kreiz va deizioù. Da vloavezhioù a bad a oad da oad.

26 Gwechall ec'h eus diazezet an douar, hag an neñvoù a zo labour da zaouarn.

27 Da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant, hag e cheñchi anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet,

28 met te a zo bepred an hevelep hini, ha da vloavezhioù n'echuint ket.

29 Mibien da servijerien a vo o chom en diskuizh, hag o lignez a vo startaet dirazout.

Lean sinn:



Sanasan