Salmoù 101 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 101 1 Salm David. Kanañ a rin an drugarez hag ar reizhder; AOTROU, meuliñ a rin ac'hanout! 2 Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi. 3 Ne lakain netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n'en em stago ket ouzhin. 4 Ar galon fallakr a bellaio diouzhin. N'anavezin ket an den drouk. 5 Lemel a rin kuit an hini a zroukkomz e kuzh diwar-benn e nesañ. Ne c'hellin ket padout gant an hini en deus ar sell faeüs hag ar galon c'hwezet. 6 Va daoulagad a vo war dud feal ar vro, evit ma chomint ganin. An hini a gerzh war hent an eeunder am servijo. 7 An hini a ra touellerezh ne chomo ket em zi. An hini a lavar gaou ne bado ket dirak va daoulagad. 8 Bep mintin e tistrujin holl dud fall ar vro, evit tennañ kuit eus kêr an AOTROU an holl vicherourien a zireizhder. |