Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Salmoù 100 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Salm 100

1 Salm a veuleudi. C'hwi, an douar holl, laoskit kriadennoù a levenez d'an AOTROU!

2 Servijit an AOTROU gant levenez, deuit dirak e zremm gant kriadennoù laouen.

3 Gouezit eo an AOTROU a zo Doue. Eñ eo en deus hor graet, n'eo ket ni hon-unan. E bobl ez omp, hag an tropell a laka da beuriñ.

4 Deuit d'e zorioù gant trugarez, d'e leurioù gant meuleudi. Kanmeulit eñ, bennigit e anv,

5 rak an AOTROU a zo mat, e vadelezh a chom da viken, hag e fealded a oad da oad.

Lean sinn:



Sanasan