Salmoù 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 10 1 Perak, o AOTROU, en em zalc'hez pell, hag e kuzhez en amzer an estrenvan? 2 An hini drouk, gant lorc'h, a red war-lerc'h ar re walleürus. Tapet int en antelloù en deus ijinet. 3 Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ. 4 An hini drouk a lavar gant fae: Ne vo enklask ebet! E holl soñjoù eo n'eus Doue ebet. 5 E hentoù a ya dalc'hmat da benn-vat, da varnedigezhioù a zo pell a-us d'e weled, c'hwezhañ a ra a-enep e holl enebourien. 6 Lavarout a ra en e galon: Ne vin ket brañsellet, biken n'erruo droug ganin. 7 E c'henoù a zo leun a vallozhioù, a douellerezh hag a flod. Dindan e deod, n'eus nemet drougiezh ha dismegañs. 8 En em zerc'hel a ra e ged tost d'ar c'hêriadennoù, lazhañ a ra an hini didamall el lec'hioù kuzhet, e zaoulagad a spi ar paour. 9 Chom a ra war c'hed el lec'hioù kuzhet evel ul leon en e doull, chom a ra war c'hed evit tapout an hini dinerzh, o tennañ anezhañ en e roued. 10 Kluchañ ha plegañ a ra, hag ar reuzeudig a gouezh en e c'halloud. 11 En e galon e lavar: Ankounac'haat a ra Doue! Kuzhat a ra e zremm, n'en gwelo biken! 12 Sav, AOTROU! O Doue, sav da zorn! N'ankounac'ha ket ar re c'hlac'haret! 13 Perak an hini drouk a zismegañs Doue, hag a lavar en e galon: Ne vo enklask ebet? 14 E welet ec'h eus koulskoude, rak sellout a rez ouzh ar glac'har hag ar boan evit derc'hel kont outo. Warnout-te eo en em harp an hini paour, te eo sikour an emzivad. 15 Torr brec'h an hini drouk, klask drougiezh an den direizh, betek na vo mui kavet. 16 An AOTROU a zo roue dalc'hmat ha da viken, ar broadoù o deus aet da get a-ziwar e zouar. 17 AOTROU, klevout a rez c'hoant ar re c'hlac'haret: starta o c'halonoù, ro ur skouarn evezhiek dezho, 18 evit reiñ e wir d’an emzivad ha d’an hini gwasket, evit na gendalc'ho ken an den da skuilhañ ar spont war an douar. |