Salmoù 1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedSalm 1 Levr Kentañ: Salmoù 1-41 1 Eürus an den na gerzh ket hervez ali ar re zrouk, ha n'en em zalc'h ket en hent ar bec'herien, ha n'azez ket war skaon ar c'hoapaerien, 2 met a gav e blijadur e lezenn an AOTROU, hag a breder e lezenn deiz ha noz. 3 Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat. 4 Ne vo ket evel-se gant ar re zrouk; met e vint evel ar plouz a zo kaset pell gant an avel. 5 Setu perak ar re zrouk ne badint ket pa vo ar varn, nag ar bec'herien e bodadeg ar re reizh, 6 rak an AOTROU a anavez hent ar re reizh, met hent ar re zrouk a yelo da goll. |