Romaned 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 2 Barnedigezh Doue a zo reizh 1 Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù. 2 Hogen gouzout a reomp penaos barnedigezh Doue a-enep ar re a ra ar seurt traoù-se a zo hervez ar wirionez. 3 Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue? 4 Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh? 5 Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue, 6 pa roio en-dro da bep hini hervez e oberoù, 7 ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh, 8 met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder, 9 glac’har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian, 10 met gloar, enor ha peoc’h da bep den a ra ar mad, d’ar Yuzev da gentañ, ha goude d’ar Gresian. 11 Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud. 12 Ar re holl o devo pec’het hep al lezenn, a varvo ivez hep al lezenn, hag ar re holl o devo pec’het o kaout al lezenn, a vo barnet dre al lezenn. 13 Rak n’eo ket ar re a selaou al lezenn a zo reizh dirak Doue, met ar re a vir al lezenn eo ar re a vo reishaet. 14 Pa zeu ar baganed, int ha n’o deus ket al lezenn, da ober dre natur ar pezh a zo el lezenn, ez int ul lezenn dezho o-unan, o vezañ n’o deus ket al lezenn, 15 diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c’halonoù, o c’houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo, 16 en deiz ma varno Doue oberoù kuzhet an dud dre Jezuz-Krist, hervez va Aviel. Ar Yuzevien hag al lezenn 17 Setu, te a zo anvet Yuzev, en em harp war al lezenn, a denn gloar eus Doue, 18 a anavez e volontez, a gav mat ar pezh a zo dispar, o vezañ desket dre al lezenn, 19 a gred bezañ rener ar re dall, sklêrijenn ar re a zo en deñvalijenn, 20 doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c’houiziegezh hag ar wirionez. 21 Te eta, a gelenn ar re all, ha n’en em gelennez ket da-unan? Te a brezeg na dleer ket laerezh, hag e laerez? 22 Te a lavar na dleer ket ober avoultriezh, hag e rez avoultriezh? Te a gasa an idoloù, hag e laerez temploù? 23 Te a denn gloar eus al lezenn, hag e tizenor Doue o terriñ al lezenn? 24 Rak anv Doue a zo mezhekaet e-touez ar baganed en abeg deoc’h, evel ma’z eo kement-se skrivet. 25 Gwir eo ez eo an amdroc’h talvoudek mar virez al lezenn, met mar d-out un torrer eus al lezenn, da amdroc’h a zeu da vezañ diamdroc’h. 26 Mar mir eta an hini n’eo ket amdroc’het gourc’hemennoù al lezenn, e ziamdroc’h ha ne vo ket kontet evel amdroc’h? 27 Ha mar mir al lezenn an hini n’eo ket amdroc’het dre natur, ha ne varno ket ac’hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc’h? 28 Rak n’eo ket Yuzev an neb n’eo nemet en diavaez, ha n’eo ket an amdroc’h an hini a zo graet en diavaez er c’hig, 29 met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue. |