Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Romaned 16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 16 Saludoù da glozañ hag alioù diwezhañ

1 Erbediñ a ran deoc’h Foebe hor c’hoar, diagonez eus Iliz Kenkre,

2 evit ma tegemerot anezhi en Aotrou evel ma tere ouzh ar sent ha ma sikourot anezhi en holl draoù he defe ezhomm ac’hanoc’h, rak sikouret he deus meur a hini hag ivez me va-unan.

3 Saludit Prisilha hag Akilaz, va c’henlabourerien e Jezuz-Krist,

4 lakaet o deus en arvar o vuhez evit va hini. Ha n’eo ket me hepken a drugareka anezho, met c’hoazh holl Ilizoù ar baganed.

5 Saludit ivez an Iliz a zo en o zi. Saludit Epainet va c’haret-mat, hag a zo bet ar frouezh kentañ eus Akaia evit Krist.

6 Saludit Mari, kemeret he deus kalz a boan evidomp.

7 Saludit Andronikuz ha Juniaz, va c’herent ha va c’henbrizonidi. Enoret int e-touez an ebestel, ha zoken o deus kredet e Krist araozon.

8 Saludit Ampliaz, va c’haret-mat en Aotrou.

9 Saludit Urban, hor c’henlabourer e Krist, ha Stakiz va c’haret-mat.

10 Saludit Apellez, aprouet eo bet e Krist. Saludit ar re eus ti Aristobul.

11 Saludit Herodion a zo kar din. Saludit ar re eus ti Narkiz a zo en Aotrou.

12 Saludit Trifen ha Trifoz a labour evit an Aotrou. Saludit Persiz ar garet-mat, labouret he deus kalz evit an Aotrou.

13 Saludit Rufuz, dibabet gant an Aotrou, hag e vamm a zo ivez va hini.

14 Saludit Asinkrit, Flegon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag ar vreudeur a zo ganto.

15 Saludit Filolog ha Julia, Nere hag e c’hoar, hag Olimp hag an holl sent a zo ganto.

16 Saludit an eil egile dre ur pok santel. Ilizoù Krist a salud ac’hanoc’h.

17 Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.

18 Rak ar seurt tud-se ne servijont ket an Aotrou Jezuz-Krist, met o c’hof o-unan; dre gomzoù dous ha melus, e tromplont kalonoù a re zizrouk.

19 Ho sentidigezh a zo anavezet gant an holl. Levenez am eus eta abalamour deoc’h. Met e c’hoantaan e vefec’h fur e-keñver ar mad ha glan e-keñver an droug.

20 Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.

21 Timote, va c’henlabourer, Lusiuz, Jason ha Sozipater, va c’herent, a salud ac’hanoc’h.

22 Me a salud ac’hanoc’h en Aotrou, me, Tersiuz, me hag am eus skrivet al lizher-mañ.

23 Gaiuz, va ostiz hag hini an holl Iliz, a salud ac’hanoc’h. Erast teñzorier kêr hag ar breur Kouartuz a salud ac’hanoc’h.

24 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h holl! Amen.

25 D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,

26 met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,

27 da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.

Lean sinn:



Sanasan