Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Romaned 14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 14 Lezenn ar frankiz ha lezenn ar garantez

1 Degemerit an hini a zo dinerzh er feiz hep tabut diwar-benn e soñjoù.

2 Unan a gred gallout debriñ a bep tra, met an hini a zo dinerzh ne zebr nemet legumaj.

3 An hini a zebr, ra ne zisprizo ket an hini na zebr ket, hag an hini na zebr ket, ra ne varno ket an hini a zebr, rak Doue en deus e degemeret.

4 Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc’h en e sav pe mar kouezh, d’e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.

5 Unan a gav un deiz dreist un deiz all, unan all a gav an holl zeizioù heñvel. Ra vo pep hini kendrec’het en e soñjoù e-unan.

6 An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.

7 Rak hini ac’hanomp ne vev evitañ e-unan hag hini ne varv evitañ e-unan.

8 Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d’an Aotrou.

9 Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.

10 Met te, perak e varnez da vreur? Pe te, perak e tisprizez da vreur? Pa’z eo gwir ez aimp holl dirak lez-varn Krist.

11 Rak skrivet eo: Me a zo bev, eme an Aotrou, pep glin a blego dirazon ha pep teod a roio gloar da Zoue.

12 Evel-se pep hini ac’hanomp a rento kont da Zoue evitañ e-unan.

13 N’en em varnomp mui eta an eil egile, met kentoc’h barnit penaos na dleit ket lakaat un maen-kouezh pe reiñ un abeg a wallskouer d’ho preur.

14 Gouzout a ran, ha sur mat on dre an Aotrou Jezuz n’eus netra dic’hlan anezhañ e-unan, koulskoude, an hini a gred ez eo un dra dic’hlan, an dra-se a zo dic’hlan evitañ.

15 Met mar d-eo da vreur glac’haret diwar-benn ur boued, ne gerzh ken hervez ar garantez. Na laka ket da vont da goll dre da voued an hini hag a zo Krist marvet evitañ.

16 Ra ne vo ket droukkomzet eus ho treistelezh,

17 rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.

18 An hini a servij Krist en doare-se a blij da Zoue hag a vez kavet mat gant an dud.

19 Klaskomp eta an traoù a gas d’ar peoc’h hag a c’hell kenteliañ an eil egile.

20 Na zistruj ket oberenn Doue evit ur boued. Gwir eo ez eo glan an holl draoù, met fall eo d’an den debriñ anezho en ur zont ur maen-kouezh.

21 Mat eo tremen hep debriñ kig, nag evañ gwin ha kemer netra eus ar pezh a c’hell lakaat da vreur da strebotiñ pe e lakaat da gouezhañ pe e zinerzhañ.

22 Ha te ac’h eus ar feiz? Mir anezhi ennout da-unan dirak Doue. Eürus eo an hini n’en em goñdaon ket e-unan er pezh a gav mat.

23 Met an hini en deus douetañs a zo koñdaonet mar debr, rak n’en gra ket gant feiz. Ha kement tra na reer ket gant feiz a zo ur pec’hed.

Lean sinn:



Sanasan