Romaned 10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 10 Ar Salud a zo evit ar Yuzevien hag evit ar C’hresianed 1 Breudeur, c’hoant va c’halon ha va fedenn da Zoue evit Israel, eo ma vint salvet. 2 Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh. 3 Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue. 4 Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred. 5 Moizez a skriv diwar-benn ar reizhder a zeu eus al lezenn: An den a raio an traoù-mañ a vevo drezo. 6 Met ar reizhder a zeu eus ar feiz a gomz evel-henn: Na lavar ket en da galon: Piv a bigno en neñv? Lakaat Krist da ziskenn eo; 7 pe: Piv a ziskenno en donder? Lakaat Krist da adpignat a-douez ar re varv eo. 8 Petra a lavar eta? Ar ger a zo tost dit, en da c’henoù hag en da galon. Setu aze ar ger a feiz a brezegomp: 9 Mar anzavez gant da c’henoù an Aotrou Jezuz ha mar kredez en da galon en deus Doue e adsavet a-douez ar re varv, e vi salvet. 10 Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh. 11 Rak ar Skritur a lavar: Piv bennak a gred ennañ ne vo ket mezhekaet. 12 N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ. 13 Rak piv bennak a c’halvo anv an Aotrou a vo salvet. 14 Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg? 15 Ha penaos e vo prezeget ma ne vez kaset den? Skrivet eo eta: Pegen kaer eo treid ar re a brezeg Aviel ar peoc’h, ar re a gemenn keleier mat! 16 Met n’o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d’ar pezh hon eus prezeget? 17 Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue. 18 Met e lavaran: Ha n’o deus ket klevet? Er c’hontrol, o mouezh a zo aet dre an douar holl hag o c’homzoù betek pennoù pellañ ar bed. 19 Met e lavaran: Ha n’en deus ket Israel anavezet? Da gentañ Moizez a lavar: Me ho lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n’eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel ennoc’h dre ur vroad diskiant. 20 Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na’m c’hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c’houlennent ket diwar va fenn. 21 Met e-keñver Israel, e lavar: A-hed an deiz em eus astennet va daouarn etrezek ur bobl disent ha chifus. |