Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 9

1 Israel, na laouena ket, na sarta ket evel ar pobloù, gastaouet ec'h eus en ur zilezel da Zoue. Karet ec'h eus ur gopr dic'hlan war an holl leurioù gwinizh.

2 Al leur hag ar waskerell n'o magint ket, hag ar gwin nevez a vanko dezho.

3 Ne chomint ket war zouar an AOTROU, Efraim a zistroio d'an Ejipt, hag e tebrint en Asiria boued dic'hlan.

4 Ne ginnigint ket gwin d'an AOTROU, ne blijo ket dezhañ; o aberzhoù a vo evito evel bara an enkrez, an holl re a zebro dioutañ a vo saotret. Rak o bara ne vo nemet evito o-unan, ned aio ket da di an AOTROU.

5 Petra a reot da zeizioù ar vodadeg, da zeizioù gouelioù an AOTROU?

6 Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.

7 Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.

8 Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoù, un enebour ouzh ti e Zoue.

9 En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.

10 Kavet em eus Israel evel rezin er gouelec'h, gwelet em eus ho tadoù evel ar frouezh kentañ eus ur fiezenn en e zeroù, met aet int da gavout Baal-Peor, en em ouestlet int d'un dra euzhus, deuet int da vezañ euzhus evel ar pezh o deus karet.

11 Gloar Efraim a nijo evel ul labous, adal ar c'hanedigezh, adal ar c'hof, adal ar grouañs.

12 Mar desavont o mibien, me o dibourvezo diouto a-raok ma teuint da vezañ gwazed. Gwalleur dezho pa en em dennin diouto!

13 Dre holl ma sellan etrezek Tir, Efraim a oa plantet en ul lec'h kaer. Met Efraim a gaso e vibien d'an hini o lazho.

14 O AOTROU! Ro dezho... Petra a roi dezho? Ro dezho ur mammog a ziforc'h ha bronnoù sec'h!

15 O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.

16 Efraim a zo skoet, o gwrizienn a zo disec'het, ne roint ken a frouezh. M'o deus bugale, me a lakaio da vervel frouezh prizius o c'hof.

17 Va Doue o zaolo pell dioutañ, rak n'o deus ket e selaouet. Hag e kantreint e-touez ar broadoù.

Lean sinn:



Sanasan