Ozea 8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 8 1 Kemer ar shofar! Dont a ra evel un erer war di an AOTROU, rak o deus torret va emglev hag o deus pec'het a-enep va lezenn. 2 Krial a raint etrezek ennon: Va Doue, da anavezet hon eus, ni Israel. 3 Israel en deus taolet kuit ar pezh a zo mat, an enebour a redo war e lerc'h. 4 Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit. 5 Samaria, da leue en deus da daolet kuit. Va c'hounnar a zo entanet a-enep dezho. Betek pegeit ne c'hellint ket bezañ glanaet? 6 Rak dont a ra eus Israel. Ur micherour en deus e c'hraet, n'eo ket Doue, setu perak e vo lakaet a-dammoù leue Samaria. 7 Dre ma hadont an avel, e vedint ar gorventenn. N'o devo ket a ed, ar pezh a gresko ne roio ket a vleud, ha mard eus, an diavaezidi a lonko anezhañ. 8 Israel a zo lonket. Emaint bremañ e-touez ar broadoù, evel ul lestr na ro plijadur ebet. 9 Rak pignet int etrezek Asiria, evel un azen gouez en em zalc'h a-du. Efraim en deus prenet mignoned. 10 Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoù-bras. 11 Dre m'en deus Efraim savet meur a aoter evit pec'hiñ, an aoterioù o lakaio da bec'hiñ. 12 Skrivet em eus traoù diniver em lezenn, met sellet int evel un dra estren. 13 En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt. 14 Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh. |