Ozea 7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 7 1 Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez. 2 Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint. 3 Laouenaat a reont ar roue gant o fallentez, hag ar pennoù-bras gant o gevier. 4 Holl ez int avoultrerien, heñvel ouzh ur forn tommet gant ur baraer, a baouez da c'hwezhañ an tan adalek ma'z eo mezet an toaz betek ma'z eo goet. 5 Da zeiz hor roue, ar pennoù a zeuas da vezañ klañv oc'h evañ re win; astenn a reas e zorn d'ar c’hoapaerien. 6 Pa stegnont pechoù, o c'halon a zo evel ur forn. E-pad an noz e kousk o baraer, ha da vintin ez eus un tan a laosk flammoù. 7 Holl ez int gwrezus evel ur forn, hag e lonkont o barnerien. O holl rouaned a gouezh, hini anezho na c'halv etrezek ennon. 8 Efraim a zo en em vesket gant ar pobloù. Efraim a zo evel ur wastell n'eo ket bet troet. 9 An diavaezidi o deus lonket e nerzh, met ne oar ket. E benn a zo hadet a vlev gwenn, met ne oar ket. 10 Rogentez Israel a ro testeni war e zremm. Ne zistroont ket d'an AOTROU o Doue, ne glaskont ket anezhañ en desped da gement-se holl. 11 Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria. 12 Pa'z aint, ec'h astennin warno va roued, o lakaat a rin da gouezhañ evel laboused an neñvoù, o c'hastizañ a rin, evel m'o deus klevet en o bodadeg. 13 Gwalleur dezho! rak pellaet o deus diouzhin. Distruj warno! rak o deus pec'het em enep. O dasprenet em eus, met gevier a lavaront a-enep din. 14 Ne griont ket a galon etrezek ennon pa hirvoudont war o gweleoù. En em vodañ a reont evit gwinizh ha gwin, hag e tistroomp diouzhin. 15 O c'hastizet em eus, nerzhet em eus o brec'h, met soñjoù fall a reont a-enep din. 16 Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt. |