Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 6

1 Deuit, distroomp d'an AOTROU. Rak roget en deus, met yac'haat a raio ac'hanomp, skoet en deus, met lienañ a raio hor goulioù.

2 Goude daou zevezh hol lakaio da advevañ, ha d'an trede devezh hon adsavo, hag e vevimp dirazañ.

3 Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.

4 Petra a rin dit, Efraim? Petra a rin dit, Juda? Ho trugarez a zo evel goabrenn ar beure, evel ar c'hlizhenn taolet pell gant ar mintin.

5 Setu perak em eus o skoet dre ar brofeded, o lazhet dre c'herioù va genoù, va barnedigezhioù a lugerno warno evel ar gouloù.

6 Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, hag anaoudegezh Doue kentoc'h eget loskaberzhoù.

7 Met evel Adam o deus torret va emglev, eno ez int bet difeal em c'heñver.

8 Galaad, kêr a vicherourien a zireizhder, a zo leun a verkoù gwad.

9 Strollad an aberzhourien a zo evel ar bandennoù a spi an dud hag a zrouklazh war hent Sichem, rak ober a reont torfedoù.

10 Gwelet em eus un dra euzhus e ti Israel: eno Efraim a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.

11 Evidout ivez, Juda, ez eus un eost aozet, pa rin distreiñ re zalc'het va fobl.

Lean sinn:



Sanasan