Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 4

1 Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.

2 N'eus nemet sakreoù, gevier, muntroù, laeroñsioù hag avoultriezh. Freuzañ a reont dreist pep muzul, ul lazh a stok ouzh ul lazh all.

3 Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.

4 Met ra ne zaelo den ebet ha ne c'hrozmolo den ebet! Rak da bobl a zo evel an hini a ra dael ouzh an aberzhour.

5 Kouezhañ a ri war an deiz, hag ar profed a gouezho ganit d'an noz, hag e tistrujin da vamm.

6 Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.

7 Seul vui o deus kresket, seul vui o deus pec'het a-enep din. Eskemmañ a rin o gloar ouzh dismegañs!

8 Debriñ a reont pec'hedoù va fobl, hag e troont o c'halon etrezek o direizhder.

9 Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.

10 Debriñ a raint ha n'o devo ket o gwalc'h, gastaouiñ a raint ha ne greskint ket, rak dilezet o deus an AOTROU hep ober van.

11 Gastaouerezh, gwin ha mezventi a lam kuit ar poell.

12 Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.

13 Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.

14 Ne gastizin ket ho merc'hed dre ma c'hastaouont, nag ho merc'hed-kaer dre ma'z avoultront, rak ar wazed o-unan en em denn gant gisti hag a aberzhont gant ribodezed. Hag ar bobl, diboell, a gouezho.

15 Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!

16 Dre ma'z eo bet Israel disent evel un annoar gouez, bremañ an AOTROU o lakaio da beuriñ evel un oan e lec'hioù frank.

17 Efraim a zo en em roet d'an idoloù, dilez eñ!

18 O evaj a zo echu, ha setu emaint dalc'hmat er gadalerezh. O fennoù ne garont nemet an dismegañs.

19 An avel en deus paket anezho en e eskell, hag o devo mezh en abeg d'o aberzhoù.

Lean sinn:



Sanasan