Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Hag an AOTROU a lavaras din: Kae c'hoazh, kar ur vaouez karet gant ur mignon hag avoultrerez, evel ma kar an AOTROU mibien Israel, a dro etrezek doueoù all hag a gar gwestell rezin.

2 Hag e prenis anezhi gant pemzek pezh arc'hant hag un homer heiz hag un hanter homer heiz.

3 Hag e lavaris dezhi: Chom a ri evidon e-pad kalz a zeizioù, ne c'hastaoui ket, ne vi da zen ebet, hag e rin kemend-all evidout.

4 Rak mibien Israel a chomo e-pad kalz a zeizioù hep roue hag hep penn-bras, hep aberzh hag hep peul, hep efod hag hep terafim.

5 Goude-se, mibien Israel a zistroio, hag e klaskint an AOTROU o Doue ha David o roue. Hag e teuint gant doujañs da gavout an AOTROU hag e vadelezh, en deizioù diwezhañ.

Lean sinn:



Sanasan