Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 2

1 Lavarit d'ho preudeur: Ammi, ha d'ho c'hoarezed: Rukama.

2 Breutait a-enep ho mamm, breutait, rak n'eo ket va gwreg, ha n'on ket he gwaz. Ra lamo he gastaouerezh a-zirazi hag hec'h avoultriezh diouzh he divronn,

3 gant aon n'he diwiskfen en noazh, ha na lakafen anezhi evel da zeiz he ganedigezh, ha n'he lakafen heñvel ouzh ur gouelec'h hag ouzh un douar kras, ha na rafen dezhi mervel gant ar sec'hed,

4 ha na'm befe ket a druez e-keñver he mibien, rak mibien a c'hastaouerezh ez int.

5 O mamm he deus gastaouet, an hini he deus o c'hoñsevet a zo en em dizenoret, rak lavaret he deus: Mont a rin war-lerc'h va amourouzien, a ro din va bara ha va dour, va gloan ha va lin, va eoul ha va evaj.

6 Setu perak ez an da serriñ da hent gant spern. Sevel a rin ur voger, en doare ma ne gavo ket he gwenodennoù.

7 Redek a raio war-lerc'h hec'h amourouzien, met n'o zapo ket; o c'hlask a raio, met n'o c'havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentañ, rak neuze e oan eürusoc'h eget bremañ.

8 N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.

9 Setu perak ec'h adkemerin va gwinizh en e amzer ha va gwin en e goulz, hag e tapin kuit va gloan ha va lin a c'holoe he noazhder.

10 Ha bremañ e tizoloin he mezhegezh dirak daoulagad hec'h amourouzien, ha nikun n'he dieubo diouzh va dorn.

11 Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.

12 Distrujañ a rin he gwiniegi hag he gwez-fiez, he deus lavaret diouto: Ar re-se eo va gopr, o deus roet din va amourouzien. Me a droio anezho e koadeg, ha loened ar parkeier o debro.

13 Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.

14 Setu perak e tedennin anezhi, hag e rin dezhi mont d'ar gouelec'h, hag e komzin ouzh he c'halon.

15 Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.

16 Hag en deiz-se, eme an AOTROU, e c'halvi ac'hanon: Va fried, ha ne c'halvi ken ac'hanon: Va Baal.

17 Hag e lamin diouzh he genoù anvioù ar Baaloù, ha ne vo ken graet anv anezho.

18 En deiz-se e rin evito un emglev gant loened ar parkeier, gant laboused an neñvoù, ha gant stlejviled an douar. Hag e torrin hag e lamin ar wareg, ar c'hleze, ar brezel diwar ar vro, hag e lakain anezho e surentez.

19 Hag e timezin ganit evit biken; dimeziñ a rin ganit er reizhder hag er varnedigezh, er vadelezh hag en druez.

20 Dimeziñ a rin ganit er fealded, hag ec'h anavezi an AOTROU.

21 En deiz-se e respontin, eme an AOTROU, me a responto d'an neñvoù, hag int a responto d'an douar,

22 hag an douar a responto d'ar gwinizh, d'ar gwin ha d'an eoul, hag int a responto da Jizreel.

23 Hag e hadin anezhi evidon en douar. Hag em bo truez ouzh Lo-Rukama, hag e lavarin: Va fobl, da Lo-Ammi. Hag e lavarint din: Va Doue!

Lean sinn:



Sanasan