Ozea 13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar VretonedPennad 13 1 Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv. 2 Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh! 3 Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal. 4 Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, ha ne anavezi doue ebet nemedon, n'eus salver ebet nemedon. 5 Da anavezet em eus er gouelec'h, en un douar kras. 6 O gwalc'h o deus bet en o feurvanoù, o gwalc'h o deus bet hag o c'halon a zo savet. Neuze o deus va ankounac'haet. 7 Hag e vin eta evito evel ul leon, evel ul loupard o spiañ anezho war an hent. 8 O diaraogin evel un arzhez pa'z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c'halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoù. 9 Kollet out, Israel, en ur vezañ a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour. 10 Pelec'h emañ da roue eta? Ra zieubo ac'hanout ez holl gêrioù! Pelec'h emañ da varnerien, ac'h eus lavaret diwar o fenn: Ro din ur roue ha priñsed? 11 Roet em eus dit ur roue em c'hounnar, hag e laman anezhañ em fulor. 12 Direizhder Efraim a zo ereet, e bec'hed a zo miret. 13 Poanioù an hini a wilioud a zeuio warnañ, ur mab diskiant eo, en amzer dereat n'en em zalc'h ket evit gwelout an deiz. 14 Me a baeo o daspren eus galloud lec'h ar marv, me o daspreno eus ar marv. O marv, pelec'h emañ da vosennoù? Lec'h ar marv, pelec'h emañ da zistruj? Ar geuzidigezh a zo kuzhet ouzh va daoulagad. 15 Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius. 16 Samaria a vo kastizet, rak disent eo bet ouzh he Doue, kouezhañ a raint dre ar c'hleze, o bugaligoù a vo flastret, kof o dougerezed a vo faoutet. |