Biblia Todo Logo
Bìoball air-loidhne

- Sanasan -

Ozea 12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 12

1 Efraim en deus enkelc'hiet ac'hanon a c'hevier, ha ti Israel a douellerezh. Juda a zo c'hoazh o ren gant Doue hag a zo feal ouzh ar sent.

2 Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.

3 An AOTROU en deus ivez ur prosez gant Juda. Kastizañ a raio Jakob evit e hentoù, hag e taskoro dezhañ hervez e oberoù

4 Adalek kof e vamm e touellas e vreur, hag en e nerzh-gour e c'hourenas gant Doue.

5 Gouren a reas gant an ael, hag e oa an hini kreñvañ; gouelañ a reas hag e c'houlennas trugarez. E Betel en kavas, hag eno e komzas ouzhimp.

6 An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.

7 Te eta, distro da'z Toue, mir an drugarez hag ar reizhder, esper dalc'hmat ez Toue.

8 Efraim a zo ur marc’hadour en deus balañsoù faos en e zaouarn. Plijout a ra dezhañ touellañ.

9 Ha lavaret en deus Efraim: Ya, deuet on da vezañ pinvidik, prenet em eus traoù prizius, em holl labourioù ne vo kavet direizhder ebet, netra hag a vefe ur pec'hed.

10 Ha me eo an AOTROU da Zoue adalek bro Ejipt, me a raio dit chom c'hoazh dindan teltennoù, evel da zeizioù ar gouelioù.

11 Komzet em eus dre ar brofeded, liesaet gweledigezhioù ha kinniget parabolennoù dre zorn ar brofeded.

12 Ma n'eo Galaad nemet direizhder, a-dra-sur e vint kaset da netra. Aberzhet o deus oc'hen e Gilgal, o aoterioù a zo evel bernioù mein war irvi ar parkeier.

13 Jakob a dec'has da vro Siria, Israel a servijas evit ur vaouez, hag evit ur vaouez e vêsaas loened.

14 Dre ur profed, an AOTROU a reas da Israel pignat eus an Ejipt, dre ur profed e voe mêsaet.

15 Efraim en deus va daeet betek ur gounnar c'hwerv, setu perak e pouezo warnañ ar gwad en deus skuilhet, hag e Aotrou a zaskoro dezhañ e zismegañs.

Lean sinn:



Sanasan